Kistreberzh
Kistreberzh | ||
---|---|---|
![]() | ||
Anv gallaouek | Qistanbèrt | |
Anv gallek (ofisiel) | Questembert | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Kistreberzh (pennlec'h) | |
Kod kumun | 56184 | |
Kod post | 56230 | |
Maer Amzer gefridi | Marie-Annick Martin 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro Kistreberzh | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.pays-questembert.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 7 937 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 120 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 100 m bihanañ 27 m — brasañ 128 m | |
Gorread | 66,38 km² | |
kemmañ ![]() |
Kistreberzh a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h Kanton Kistreberzh eo.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
- Ur skol Diwan a zo bet eno etre 2000 ha 2020[3].
- Skolioù divyezhek a zo eno aboe 2000.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 122 skoliad (15,9 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[4]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En aour e gistinwezenn diwriziet en geoted. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
IXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emgann Kistreberzh e 888, trec'h Bretoned Alan Veur war ar Vikinged.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Kistreberzh, peder c'humun ennañ: Berrig, Kistreberzh, Lare ha Moulleg; e Bann Roc'h-an-Argoed e oa; miret ha brasaet e voe kanton Kistreberzh gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Kistreberzh en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[5],[6].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Digoret e voe ar porzh-houarn e 1862.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 190 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,36 % eus he foblañs e 1911[7].
- Mervel a reas 32 zen abalamour d'ar brezel [8].
Brezelioù didrevadenniñ
- Ur gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina hag unan all e Brezel Aljeria[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar C'hoc'hu, XVIvet kantved.
- Chapel Sant Mikael, 1440.
- Iliz katolik Sant Pêr, 1863-1868.
- Ur groaz.
- Monumant ar re varv.
Monumantoù Alan Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez an Tohon emañ Kistreberzh.
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar porzh-houarn war al linenn hent-houarn Landerne Savenneg bet digoret e 1862.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Frañsez Marker, bet kelenner istor e Sant Salver Redon a oa eus Kistreberzh.
- Youenn Olier a oa deut eno da chom war e leve, e bro e wreg. War e vez e lenner "skrivagner ha prederour kristen".
- Alan Veur, bet trec'h war ar Vikinged e Kistreberzh e 888.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 267, Kemper, Nouvelles Éditions bretonnes, 1936
- ↑ Questembert. Faute d’élèves, l’école Diwan ferme, Ouest-France, 01/09/2020
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 306
- ↑ Cassini - EHESS - Kistreberzh - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv