Pontkastell-Keren
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Pontkastell-Keren | ||
---|---|---|
Ar porzh-houarn. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Pont-Chastèu | |
Anv gallek (ofisiel) | Pontchâteau | |
Bro istorel | Bro-Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Sant-Nazer | |
Kanton | Pontkastell-Keren (pennlec'h) | |
Kod kumun | 44129 | |
Kod post | 44160 | |
Maer Amzer gefridi | Danielle Cornet 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Pontkastell-Keren Gweltaz-Lambrizig | |
Bro velestradurel | hini ebet | |
Lec'hienn web | www.pontchateau.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 10 771 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 193 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 7 m bihanañ 0 m — brasañ 52 m | |
Gorread | 55,79 km² | |
kemmañ ![]() |
Pontkastell-Keren a zo ur gumun a Vreizh e Liger-Atlantel, e su ar vro. Pennlec'h Kanton Pontkastell-Keren eo.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pontkastell-Keren e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pontkastell-Keren hag e Bann Gwenrann. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Savenneg [2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 200 gwaz ag ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,13 % eus he foblañs e 1911 [3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 25 a viz Gouere 1944 e kouezhas un nijerez (Lancaster marilhet PA968 ha kodet VN-S) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Pontkastell-Keren; mervel a reas he seizh nijour, douaret e voent e bered ar gumun[4].
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 a viz Gouere 1988 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall 1988 etre Pontkastell-Keren ha Machikoul ; trec'h eo Steve Bauer (Kanada).
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Du 1942 e votas kuzul-kêr Pontkastell evit ma vefe kelennet ar brezhoneg e skolioù publik Breizh-Izel. Gant ar vot-se e diskoueze Pontkastelliz o c'hengred gant al luskad Ar Brezoneg er Skol kaset war-raok gant Yann Fouéré abaoe 1934.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
5 (Aerlu) |
![]() |
2 (Aerlu) |
Hollad | 7 |
Nijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil brezel-bed[5].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar stêr Brived a dreuz Pontkastell.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud liammet ouzh ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E Pontkastell e oa ganet an dudenn "Antoine Bloyé" tennet eus ar romant anvet dioutañ ha skrivet gant Paul Nizan (1905-1940)
- ar filmaozer Jacques Demy (1931-1990) zo genedik eus Pontkastell, al levraoueg a zo bet anvet dioutañ
- Jean-Bernard Vighetti a oa ganet e Pontkastell e 1943. Stourmet en deus evit ar sevenadur poblek hag an douristelezh e Breizh hag e Bro-Redon, savet en deus an Dolgenn aour ha festival an Tombées de la Nuit e Roazhon. Roet e oa Kolier an Erminig dezhañ e 1999.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Nassau | 1975 |