Jacques Demy
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Jacques Demy |
| Anv ganedigezh | Jacques Louis Raymond Marcel Demy |
| Anv-bihan | Jacques |
| Anv-familh | Demy |
| Deiziad ganedigezh | 5 Mez 1931 |
| Lec'h ganedigezh | Pontkastell-Keren |
| Deiziad ar marv | 27 Her 1990 |
| Lec'h ar marv | 14th arrondissement of Paris |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | death from AIDS-related complications |
| Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
| Pried | Agnès Varda |
| Bugel | Mathieu Demy |
| Kar | Rosalie Varda |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Bet war ar studi e | École nationale supérieure Louis-Lumière |
| Deroù ar prantad labour | 1955 |
| Dibenn ar prantad labour | 1988 |
| Kleñved | SIDA |
| Tuadur revel | non-heterosexuality, Divrevelezh |
| Diellaouet gant | Cinémathèque Française |
| Luskad | French New Wave |
| Levezonet gant | Agnès Varda |
| Prizioù resevet | Louis Delluc Prize, Palme d'Or |
| Rummad tost | Category:Films directed by Jacques Demy |
Jacques Demy (1931-1990) a zo ur filmaozer breizhat hag ur senarioer, saver-divizoù, produer hag aktour. Aozet en deus kalz filmoù sonerezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jacques Demy a oa bet ganet d'ar 5 a viz Mezheven 1931 e Pontkastell-Keren e Bro-Naoned. Marvet e oa bet d'an 27 a viz Here 1990 e Pariz. Douaret eo e vered ar Montparnasse (9vet rann).
E-pad e yaouankiz e oa Jacques Demy o chom e Naoned, gant e dud.
Dimezet e oa gant Agnès Varda ha dediet he deus un nebeud filmoù dezhañ : Jacquot de Nantes (1991), Les Demoiselles ont eu 25 ans (1993), L'Univers de Jacques Demy (1995). Mathieu Demy eo o mab.
Kanet e vez filmoù Jacques Demy peurliesañ, penn-da-benn gant daou anezho zoken : Les Parapluies de Cherbourg hag Une chambre en ville.
E Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tost e oa Jacques Demy d'an Nouvelle Vague (ar Wagenn Nevez), a zegasas ul lusk nevez d'ar sinema gallek, er bloavezhioù 60, gant filmaozourien evel Alain Resnais, François Truffaut pe Jean-Luc Godard.
E Naoned e oa bet filmet daou film Jacques Demy : Lola hag Une chambre en ville.
Filmadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1955 : Le Sabotier du val de Loire
- 1957 : Le Bel Indifferent, Jeanne Allard ha Angelo Bellini ennañ
- 1958 : Musée Grévin, ur film berr Michel Serrault ennañ
- 1958 : La mère et l'enfant, ur film berr
- 1959 : Ars
- 1961 : Lola, Anouk Aimée ha Marc Michel ennañ
- 1962 : Les Sept Péchés capitaux sketch La Luxure Laurent Terzieff ha Jean-Louis Trintignant ennañ.
- 1963 : La Baie des Anges, Jeanne Moreau ha Claude Mann ennañ
- 1964 : Les Parapluies de Cherbourg, Catherine Deneuve, Nino Castelnuovo, Anne Vernon ha Marc Michel ennañ
- 1967 : Les Demoiselles de Rochefort, Catherine Deneuve, Françoise Dorléac, Jacques Perrin, Michel Piccoli, Danielle Darrieux, Gene Kelly, George Chakiris ennañ
- 1968 : Model Shop Anouk Aimée ha Gary Lockwood ennañ
- 1970 : Peau d'Âne Catherine Deneuve, Jean Marais, Jacques Perrin, Delphine Seyrig ha Micheline Presle ennañ
- 1972 : Le Joueur de flûte (The Pied Piper pe The Pied Piper of Hamelin) Donald Pleasence, Roy Kinnear ha Donovan ennañ
- 1973 : L'événement le plus important depuis que l'homme a marché sur la Lune Catherine Deneuve ha Marcello Mastroianni ennañ, ha Mireille Mathieu o'c'hoari hec'h-unan
- 1978 : Lady Oscar, Catriona Mac Coll ha Barry Stokes ennañ
- 1980 : La Naissance du jour (TV), Jean Sorel ha Dominique Sanda ennañ
- 1982 : Une chambre en ville, Dominique Sanda, Danielle Darrieux, Richard Berry ha Michel Piccoli ennañ
- 1985 : Parking, Jean Marais, Laurent Malet ha Francis Huster ennañ
- 1988 : La Table tournante, Mathieu Demy hag Anouk Aimée ennañ
- 1988 : Trois places pour le 26, Yves Montand, Mathilda May ha Françoise Fabian ennañ.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Resevet en doe ur balmezenn aour e Festival Cannas, hag ar priz Louis-Delluc e 1964. Nominet e voe ivez evit un Golden Globe, pevar Oskar, ur Bafta ha daou César.
Roet eo bet anv ar filmaozer d'al levraoueg e-kreiz-kêr Naoned : ar mediaoueg Jacques Demy, kae ar Foz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- levr : David Thomson (1975). Biographical Dictionary of Film (3eir emb.). Londrez: Andre Deutsch. ISBN 0-233-98953-6
- kelaouenn : Rafferty, Terrence (16 Ebrel 1996). The Past Recaptured. The New Yorker.
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Acquarello (1998). Strictly Film School: Jacques Demy
- Pennad-skrid e saozneg diwar-benn Les demoiselles de Rochefort]