Prederion
Prederion | ||
---|---|---|
![]() Chapel Santez Anna. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Brandérion | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56021 | |
Kod post | 56700 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Jacques 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kab an Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.branderion.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 466 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 243 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 25 m bihanañ 8 m — brasañ 79 m | |
Gorread | 6,03 km² | |
kemmañ ![]() |
Prederion (1415) pe Branderion (1516)[2] a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Seu amañ emdroadur an anv, hervez KêrOfis.
- 1363 : Pranderyon
- 1385 : Prediryon
- 1386 : Branderyon
- 1415 : Prenderion
- 1422 : Brederyen
- 1464 : Branderien
- 1516 : Branderion
Ardamezouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Branderion e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Langedig; e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Langedig gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Branderion e Kanton Henbont bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[4],[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 22 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,35 % eus he foblañs e 1911[6].
- D'ar 7 a viz Eost 1944 diouzh ar beure e voe dieubet ar gumun gant ur golonenn SUAat deut eus Gwened, mervel a reas c'hwec'h den nann-soudard pa voe tennet taolioù-kanol gant an Alamaned ha distrujet e voe ar c'hloc'hdi[7],[8].
- Mervel a reas seizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[6].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas ur milour e Brezel Aljeria[6].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Kerlivio, XIXvet kantved.
- Iliz katolik Sant Pêr, 1879; adsavet e voe ar c'hloc'hdi goude an Eil brezel-bed.
- Chapel Santez Anna, IXvet-XIIvet-XIVvet-XVvet kantved.
- Ar presbital, XVIIvet kantved.
- Monumant ar re varv.
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1925 e voe digoret ar porzh-houarn.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Louis Le Cam, beleg katolik, bet kabiten en Droadegiezh Trevadennel e-pad ar Brezel-bed kentañ, person Houad (1929-1937) ha Prederion (1937-1948), enoret e Chapel Santez Anna.
- Geoffroy de Goulaine (1844-1913), senedour ar Mor-Bihan (1901-1913).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveennoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Branderion er geriadurioù boas ha war kartenn vrezhonek Breizh embannet gant Ofis ar Brezhoneg e 2003 ; met Prederion gant KêrOfis bremañ, diwar stummoù komzet ar vro ha da-heul goulenn an ti-kêr
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Cassini - EHESS - Branderion - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 53
- ↑ 6,0 6,1 ha6,2 memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 545
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 545