Landevant
Landevant | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Landévant | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Pleuwigner | |
Kod kumun | 56097 | |
Kod post | 56690 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-François Le Neillon 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | Lec'hienn ofisiel ar gumun | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 013 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 180 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 15 m bihanañ 0 m — brasañ 80 m | |
Gorread | 22,34 km² | |
kemmañ ![]() |
Landevant a zo ur gumun eus Breizh e kanton Pleuwigner e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Landecvan, 1330; Landevant, 1387; Lendevant, 1437, 1453; Landevan, 1481; Landevant, 1516; Landenen, 1630; Landeven, 1636; Landevan, 1779
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
en aour, e luc'hedenn en gul gwifrellet, eilet ouzh kab hag ouzh beg gant ur vrizhenn erminig en sabel"
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Landevant gant div gumun ennañ: Landaol ha Landevant; e Bann an Alre e oa; diskaret e voe kanton Landevant e 1801 ha lakaet Landevant e kanton Pleuwigner e 1801 gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Landevant en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800[2],[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 82 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
- Dieubet e voe Landevant d'ar 7 a viz Eost 1944 diouzh ar mintin gant ur golonenn SUAat deut eus Gwened[5].
- 17 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[6].
- D'an 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Sant Varzhin, 1824.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2016.
- E distro-skol 2022 e oa 75 skoliad er c'hlasoù divyezhek (14,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
du Bahuno,
aotrounez la Demiville |
En sabel e vleiz tremenant en argant leinet gant ur greskenn ivez en argant |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 155 ha 156
- ↑ Cassini - EHESS - Landevant - Fichenn ar gumun
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 545
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 329