Liac'hven

Ul lia-vaen, pe liac'h-vaen, pe liac'h, pe liac'hven[1], pe taol-vaen[2], zo un aozadur mein e stumm un daol vras graet gant tud eus pobloù pe sevenadurioù en amzer a vez graet ar Ragistor anezhañ. Hiziv e ouzer ez int bezioù goloet gant mein, savet etre dibenn ar Vvet milved kent JK ha dibenn an IIIe milved kent JK en Europa. E broioù ar Reter-Pellañ ez eus bet savet un toullad ivez er Iañ milved kent JK.
Goloet e oa ar bezioù gant krugelloù, bernioù douar a vez graet tumuli anezho, ha ne chom netra anezho peurvuiañ.
Ar stummoù anezho[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En o stad a vremañ ez eo hañval al liac'hvenoù ouzh taolioù, ken e veze soñjet e oant aoterioù pagan. Met e gwirionez int kambroù ma veze douaret korfoù, ha ribouloù dindan zouar e-barzh krugelloù a zo bet krignet hag aet da get tamm-ha-tamm a-hed ar c'hantvedoù.
A-wechoù e vez un trepas da vont enne, ur « rakkambr » dirak ar gambr a c'hall bezañ hirgarrezek, liestuek, pe gelc'hiek.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù hefiñv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lia-vaen Kerbourg, e Sant-Lefer, Liger-Atlantel, Breizh
Lia-vaen Maen ar Boudiged en Ezieg, Il-ha-Gwilun, Breizh
E broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lia-vaen Paço das Vinhas, e Portugal
Lia-vaen Barrocal, e korn-bro Evora, e Portugal
Lia-vaen Tierques, en Aveyron
Lia-vaen Wéris, e proviñs Luksembourg, e Belgia
Lia-vaen e Poatev, e Bro-C'hall
Lia-vaen ar Rascassols, Gard, Okitania
Lia-vaen Gennes-sur-Loire, Maine-et-Loire, Bro-C'hall
Lia-vaen an Erves, e Sainte-Suzanne, Mayenne, Bro-C'hall
Liac'hven Tella, e proviñs Huesca, en Aragon
Liac'hven Santa Elena, e Biescas, e proviñs Huesca, en Aragon
Liaven Cova d'en Daina, e Romanyà de la Selva, Baix Empordà, Katalonia