Milice française

Ar Milice française pe Milice hepmuiken, a oa un aozadur politikel ha ledsoudardel gall, savet d'an 30 a viz Genver 1943 gant renad Vichy da stourm ouzh ar Rezistañsoù e Frañs evel ar Rezistañs c'hall hag ar Rezistañs vreizhat. Harp a roent d'ar Gestapo alaman ha d'an arme alaman a-wechoù, da glask yuzevien, tud tec'het rak an STO hag an dud gwelet evel tud fall gant Renad Vichy. Ur polis politikel e oa, hag ober a rae war-dro an urzh-vat ivez.
E penn ar Milice edo Pierre Laval, penn ar gouarnamant, met Joseph Darnand, ar pennsekretour, an hini a oa karget eus an oberiadoù
O c'han e oa ar Chant des cohortes. En holl e oa bet etre 25 000 ha 30 000 ezel d'an aozadur.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Penn kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Joseph Darnand, ez-soudard eus ar C'hentañ Brezel-bed 1914-1918, soudard emezelet e-pad an Eil Brezel-bed, stourmer broadelour gall eus an tu dehoù pellañ, a oa en em gavet e-penn al Légion française des combattants en Alpes-Maritimes. Ur wech digoret an aozadur da stourmerien yaouank Renad Vichy met na oant ket bet soudarded, en devoa savet e miz Eost 1941, en e zepartamant, ar Service d'ordre légionnaire. « Merzhet gant ar vinistred Darlan ha Pucheu pa oa e penn al Légion française des combattants eus Nisa, Darnand a voe harpet ganto evit ledanaat e aozadur damsoudardel, ar Service d’ordre légionnaire (SOL). Hendad ar Milice eo ar SOL ha buan en em led war ar zonenn Su gant ur 15 000 ezel, darn anezho o vezañ a orin eus an tu dehoù pellañ[1]. »

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Max Lagarrigue, 99 questions... La France sous l'occupation, CNDP, Montpellier, 2007, p. 120.