Smith & Wesson Model 10
Smith & Wesson Model 10 Smith & Wesson M&P | |
---|---|
Ur revolver Smith & Wesson Model 10 produet da vare an Eil Brezel-bed | |
Kinnig | |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Doare | Revolver |
Mont en-dro | Platinenn daou-ober (DA) |
Munisionoù | .38 Long Colt (stumm orin) .38 Special .38 S&W |
Bloavezh krouidigezh | 1899 |
Produer | Smith & Wesson |
Mare produiñ | Abaoe 1899 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 0,960 kg |
Hirder ar c'hanol | 2" (51 mm) 2,5" (64 mm) 3" (76 mm) 4" (102 mm) 5" (127 mm) 6" (152 mm) |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 300 m/s (e .38 Special) |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Stummoù all | Gwelet an destenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Smith & Wesson Model 10, anvet da gentañ Smith & Wesson .38 Hand Ejector Model of 1899, ha bet anvet ivez Smith & Wesson Military & Police pe Smith & Wesson Victory Model hervez ar mare, zo ur revolver c'hwec'h tenn kalibr .38, dezhañ ur blatinenn daou-ober, produet gant an embregerezh amerikan Smith & Wesson abaoe 1899. Savet eo tro-dro d'ar stern K, ment krenn ar merk. Unan eus revolverioù gwerzhetañ an XXvet kantved eo, ha war-dro 6 milion a skouerennoù anezhañ zo bet produet[1].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Urzhiet e voe da gentañ dindan an anv Smith & Wesson .38 Hand Ejector Model of 1899 gant an arme stadunanat e 1899. Kambret e oa ar stumm kentañ-mañ e .38 Long Colt[1]. Betek-neuze e veze produet revolverioù dezhe ur ganol da wintañ gant Smith & Wesson, met abalamour da gresk galloud ar munisionoù e rankas an embregerezh sevel armoù dezhe un daboulin hag a winte war ar c'hostez[2]. Goude klemmoù a-berzh ar soudarded e kinnigas buan ar merk ur stumm galloudusoc'h kambret e .38 Special[1]. Hemañ eo bet an hini implijetañ e istor ar Model 10.
E 1905 e voe adanvet ar revolver Smith & Wesson M&P (evit Military & Police). Servijout a reas kalz e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ha ponlek e teuas da vezañ e-touez ar boliserien goude ar brezel. Da vare an Eil Brezel-bed e voe pourveziet ouzhpenn 590.000 skouerenn eus an arm, anvet neuze Victory Model, d'ar gevredidi. E 1957 e choazas Smith & Wesson reiñ niveroù d'o armoù, ha Model 10 e voe adanvet ar revolver. Poblek-tre e voe an arm e polisoù ar bed betek dibenn an XXvet kantved ha donedigezh ar pistolennoù damaotomatek. Meur a gemmoù bihan a voe degaset d'an arm a-hed ar c'hantved, met chom a reas heñvel dre vras. Paouez a reas e broduiñ e 2010 a-raok adkregiñ e 2012, betek hiziv[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Ar Model 10 war lec'hienn Smith & Wesson
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 (en) HAWKS Chuck, The Smith & Wesson Model 10 Military and Police .38 Special Revolver (lennet d'ar 27/12/2024)
- ↑ '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 163
- ↑ (en) SUPICA Jim, NAHAS Richard, Standard Catalog of Smith & Wesson, 4th Edition, Gun Digest, p. 204