Pluskelleg

Eus Wikipedia
Pluskelleg
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plusquellec
Bro istorel Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Kallag
Kod kumun 22243
Kod post 22160
Maer
Amzer gefridi
Jacques Le Creff[1]
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Poblañsouriezh
Poblañs 546 ann. (2020)[2]
Stankter 21 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 12″ Norzh
3° 29′ 02″ Kornôg
/ 48.386666667, -3.483888889
Uhelderioù kreiz-kêr : 150 m
bihanañ 104 m — brasañ 273 m
Gorread 26,31 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pluskelleg


Pluskelleg a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Kallag e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • War lez ar stêr Iêr emañ Pluskelleg.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

B. Tanguy :

Ploescalec, 1268; Ploezescaelec, Ploozescaelec, c. 1330; Ploezkalleuc, 1368; Plusqualec, Pluscallec, 1381; Ploezestelleuc, XIVvet; Pluscalleuc, 1407; Plusquellec, 1535-1536

Talvoudegezh : plo + askol-eg

Ardamez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kebrennet etre argant ha gul a c'hwec'h pezh; e gab en glazur karget gant div c'housourin en aour

diwar ardamez familh Ploësquellec (siell 1416)

cf Froger & Pressensé

-------------

Un diforc'h ez eus gant an dresadenn : en argant e deir gebrenn en gul, ...

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pluskelleg emañ e bro Porc'hêr, e bro Gerne, eskopti Kemper

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 64 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,82% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
  • Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'ar 26 (pe d'ar 27) a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall).

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Tumulus Kozh-Kêr-an Ostiz (Arem)
  • Tumulus Kergourtoaz (Arem)
  • Pemp peulvaen Bergod
  • Iliz katolik Intron-Varia C'hras.n (XVIvet)
  • Chapel Sant-Melar (war dro 1700)
  • Chapel Sant-Fieg (XIVvet)
  • Maner ar Sal (fin XVIvet - penn-kentañ XVIIvet)
  • Maner Kermoal (fin XVIvet - penn-kentañ XVIIvet)
  • Maner Kerdirioù (XVIIvet evit ul lodenn)
  • Maner ar Rinier (fin XVIIvet)
  • Maner ar Veuzit (XVIvet -1763 evit ul lodenn); bet kempennet war dro 2010 gant Anglizienn.
  • Presbital (1688)
  • Ti Kergroadig (1769)

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 → bremañ Jacques Le Creff
1965 1995 Marcel Milbeau
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • François Marie Henri Dénès, d'ar 15 a viz Ebrel 1889, soudard er 47vet rujumant war-droad, fuzuilhet gant al Lu gall d'ar 26 (pe d'ar 27) a viz Here 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall)[5].

Ardamezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

de Beaucours, aotrounez al lec'h se. En gul e zri sparfel en argant, pigoset, iziliet ha grizilhonnet en aour
de Kerrouarz : En argant, e rod en sabel, heuliet gant teir groazigenn ivez en sabel
Pluskelleg : kebrennet etre argant ha gul a c'hwec'h pezh

Marc'heien, meneget e 1269. Familh aet da get an 2 Mezheven 1882

cf R. de Saint-Jouan

Levrioù ha studiadennoù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  5. [2]