Duaod
Duaod | ||
---|---|---|
![]() Chapel ha kalvar Landujen | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Duault | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Kallag | |
Kod kumun | 22052 | |
Kod post | 22160 | |
Maer Amzer gefridi | Gilbert Le Gall[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 376 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 17 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 295 m bihanañ 97 m — brasañ 256 m | |
Gorread | 21,59 km² | |
kemmañ ![]() |
Duaod (distaget: [ˈdyˑɔt]) zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kumunioù amezek : Pluskelleg; Kallag; Sant-Servez; Lokarn; Karnoed
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy : Duaut, 1269, 1305; Duaut Kelen, c. 1330; Duaut Kaelen, 1368; Duaut, 1375, 1391, 1445; Duault Quelen, 1574[3].
- Hervé Abalain (2000) : "Duaod (de du aod), "colline noire"[4].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- en argant, e leon c'heotet, krabanet ha teodet en gul, ha kurunet en aour"[5]
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz:
- preizhet e voe ar presbital d'an 11 a viz Gouere gant 46 emsaviad, tri beleg en o mesk. Ar person, Claude Budes e anv, a oa ur mell deogour, priol Landujen, un drev eus Duaod, e oa ivez; d'ar 1añ a viz Eost ez eas pevar den kaset gant tud Landujen da Garaez betek ti an noter François Guillaume da zeviñ paperioù hag a servije interestoù ar person, herveze[6];
- nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Duaod, Jacques Lancot, goude an emsavadeg[7] .
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
* Régis de Saint Jouan (1990) : "Dre ur skrid-embann eus an 19 Ebrel 1869, Duault e oa rannet etre teir c'humun nevez : Duaod, Sant-Nigouden, ha Sant-Servez (gwechall Burtulet)".
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 65 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,93 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 24 den eus ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[8].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz Sant Vode
- Maner Rozvilioù
- Monumant ar Re Varv
- Monumant ar Rezistañs, e Kerhamon
Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
489 | 638 | 529 | 442 | 404 | 356 | 335 | 364 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
le Bahezre,
aotrounez Kerfichant ha Rosvilliou |
En argant e leon en gul krabanet ha teodet en sabel |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- ↑ Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajennoù 113, 131 ha 132
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie , La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ 8,0 ha8,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb