Massively Multiplayer Online Role-Playing Game

Eus Wikipedia
(Adkaset eus MMORPG)
MMORPG
doare c'hoari video
Iskevrennad eusC'hoari video enlinenn bras-niver, online role-playing game Kemmañ
Anv berrMMORPG Kemmañ
Roll elfennoùlist of massively multiplayer online role-playing games, list of text-based MMORPGs Kemmañ
Krouadenn un dudenn er c'hoari video Panzar
Logo The Elder Scrolls Online, c'hoariet gant etre 150 000 ha 200 000 a dud bemde

Un MMORPG (Massively Multiplayer Online Role-Playing Game) a vez graet eus ur c'hoari video kemmesk etre ur c'hoari rol hag ur c'hoari doare MMOG (Massively Multiplayer Online Game) pe c'hoari video enlinenn bras-niver.

Evel er c'hoarioù rol, ar c'hoarier a zo un dudenn (en ur bed moliac'h pe skiant-faltazi) ha dezhañ da seveniñ obererezhioù ha da wellaat an ampartizoù. MMORPG a zo disheñvel diouzh ar c'hoarioù en e-unan pe c'hoarioù rol gant nebeut a c'hoarierien. Da gentañ an niver a c'hoarierien o kaout liammoù etrezo zo kalz uheloc'h hag ouzhpenn-se ar bed zo unan hag a bad, gellout a ra kemmañ dre obererezhioù c'hoarierien all daoust ma n'emañ ket ar c'hoarier enlinenn.