Nisien

Eus Wikipedia

Nisien (pe Nyssyen hervez ar c'hrenngembraeg) zo un den eus mojennoù Kembre, mab da Penarddun hag Euroswydd ha breur gevell da Efnisien.
Meneget eo e anv en Eil skourr ar Mabinogi, Branwen ferch Llŷr, evel hantervreur da Vendigeidfran, Branwen, ha Manawyddan.
Nisien zo un den habask ha hael, disheñvel diouzh e vreur Efnisien leun a zrougiezh.

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur sant en anv Is[i]an/Isien/Nisien, kile da sant Edeyrn, er VIvet kantved, en deus roet e anv da Llanisien e Morgannwg, hiziv ur c'harter eus Kerdiz.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ifor Williams, Pedeir Keinc y Mabinogi (Caerdydd, 1930; adembannet meur a wech abaoe), pajenn 163.