Benniged (Molenez)

Benniged[1] zo un enezennig eus enezeg Molenez, etre Molenez ha Konk-Leon.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En em astenn a ra an enezenn a-hed 2,5 km war un ahel mervent / biz. Ne dap ket ouzhpenn 300 metr a dreuz. Traezh ha bili zo war aod ar reter, ha muioc'h a reier zo er c'hreisteiz hag er c'hornôg.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Annezet e oa an enezenn gwechall, evel ma weler gant ar peulvanioù hag al liac'hvenoù a gaver warni.
Er Grennamzer e oa perc'hennet gant Beskonted Leon da gentañ, ha gant Abati Lokmazhe goude 1169. E 1569 e voe gwerzhet e 96 lur da Yann Kerlec'h, aotrou ar Genkiz. E 1736 e faotas d'an abati adkavout he zra hag ober a reas prosezioù evit se. Da vare an Dispac'h gall e teuas Benniged da vezañ ur mad broadel ha prenet e voe gant ur marc'hadour eus Konk-Leon.
A-hed an XIXvet hag an XXvet kantved e oa peizanted war an enezenn, betek 1953, o c'hounit segal hag o tesevel loened. Tennet e veze splet eus bili an aodoù, gant gobarerien Lambaol-Blouarzhel, evit sevel tiez, hag evit sevel bunker-ioù e-pad an Eil brezel-bed.
Abaoe 1953 ez eo perc'hennet an enezenn gant an ONCFS (ofis ar chaseal e Bro-C'hall), hag ur mirva eo deuet da vezañ evit ar chaseourien, abaoe 1993.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Tud Arvor Goueled Leon a lavar atav Benniged ha n'eo ket Enez Benniget, hervez labour Mikael Madeg, Renabl Anoiou Lehiou Inizi Kornog Goueled Leon, p. 175
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Vital Rougerie, L'archipel Molénais, Roazhon, 1989, embannet gant SNSM Molenez.
- C. Dupont, Y. Gruet, A. Leroy, G. Marchand, Y. Pailler, Y. Sparfel, Le site préhistorique de Beniget-3, 2003, AMARAI, 16, pp. 5-24.
- F. Bioret, M. Godeau, P. Yésou, Contribution à l'étude de la flore, de la végétation et de l'avifaune marine de l'île de Béniguet, Bull. Soc. Bot. Centre-Ouest, 1989, 20, pp. 33-50.