Mont d’an endalc’had

Tidiog

Eus Wikipedia
An enez gwelet eus an douar-bras

Enez Tidiog zo un enezenn vihan didud dirak porzh Arc'hantell e kumun Landunvez, e Bro-Leon.

Bremañ eo perc'hennet Tidiog gant ar gevredigezh Breizh Vev. Gallout a reer mont di met gwarezet eo ar plant hag al loened.

Roudoù zo bet kavet gant furcherien eus ur gêriadenn eus Oadvezh an Houarn : diazezoù savadurioù stank a-walc'h, priajoù, binvioù... Gant furchadegoù all, nevesoc’h, ez eus bet kavet roudoù annez koshoc'h c'hoazh, o sevel betek Nevezoadvezh ar Maen. En amzer-hont e oa stag an enezenn ouzh an douar-bras moarvat. Gouzout a reer e oa savet live ar mor eus war-dro 2 vetr war aodoù Breizh e deroù hon amzer.

Hiziv c'hoazh, pa vez reverzhi vras, e c'haller mont betek an enezenn war droad eus an douar-bras, a-hed un hent anvet « Pont an Enez » pe « an Truk », adalek beg Porzh Biliog. Roudoù eus an tremen kozh eo an hent-se.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]