Jentilez

Enez ar Breur gant he zour-tan (a-gleiz), Bonno (e-kreiz), ha Melbann (a-zehou)
Ar Jentilez a zo un enezeg eus norzh Breizh (hed 3°29'W, led 48°53'N), stag ent-melestradurel ouzh kumun Perroz-Gireg. Anvet eo Les Sept Îles e galleg, met n'eus ket seizh enezenn diouti.
A-wechoù e vez graet ivez gant an Enezïoù evit o envel.
An enezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ouzh hec'h ober emañ (a gornaoueg da reter):
- Enez Plat, plat eo evel ma lavar hec'h anv (22 m en he lec'h uhelañ). Ne vez ket gwelet nemeur eus aod an douar bras. Gorread: 5.50 ha.
- Enez ar Breur pe Jentilez hepmuiken. Gorread: 5.24 ha. 45 m en he lec'h uhelañ. An enezenn nemeti ma c'haller diskenn a-hed ar bloaz. Un tour-tan a zo, hag ur c'hreñvlec’h (dilezet e 1889).
- Bonno, an enezenn vrasañ (gorread: 7.72 ha), uhel eo ivez (div uhelenn, unan 53 m hag unan all 48 m).
- Melbann, serzh eo, ha tapout a ra 39 m uhelder. Gorread: 1.20 ha.
- Riouzig anezhi an enez ma kaver ar muiañ a evned-mor o neizhiañ, 12 spesad evned-mor dishañval. Amañ emañ ivez lec'h uhelañ an enezeg (56 m). Gorread: 3.30 ha.
Pa vez izel ar vro e vez liammet enezennoù ar c’hornaoueg gant ur pladur mein goloet a vezhin.
Anvioù un toullad reier : ar Serr, ar Moudennoù, Enez ar Razhed...
An douarouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Maen greunit eo an enezeg a-bezh. Greunit ruz-roz brudet korn-bro Perroz-Gireg, a vez graet mein ruz anezhañ gant tud ar vro.
Gwazhennoù dolerit a gaver en Enez ar Breur, Melbann hag er Serr.
An evned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An enezeg 'zo anezhi ul lec'h gwarezet evit an natur ha dreist pep tra evit an evned. Ar mirva evned kentañ eo bet e Frañs, bet savet er bloaz 1912, hag e anv ofisiel eo mirva Albert Chappelier, ha meret eo gant ar gevredigezh Ligue de Protection des Oiseaux (LPO) (Kevre Gwareziñ an Evned).
Da gentañ penn e oa bet savet evit gwareziñ ar poc’haniged (Fratercula arctica) — anvet kornefiched pe godizi er vro — a veze chaseet evit ar blijadur hepken gant touristed eus Pariz. Tost da 15 000 koublad a oa e fin an XIXvet kantved. Un nebeud kantadoù hepken e 1912. O niver a adsav buan da 7 000 koublad e 1950.
War-lerc’h lanv du an Torrey Canyon e tiskenn o niver da 400 koublad, ha ne ra o niver nemet digreskiñ abaoe an amzer-se, 330 koublad e 1979, 242 koublad e 1996, 160 e 2005, 145 e 2008, 150 e 2009, 173 e 2010 ha 175 e 2011.
War Melbann ha Riouzig dreist-holl eo e vezont o neizhiañ.
Kavet e vez evned ral all evel
- an erev beg hir (Uria aalge), 8 koublad hepken e 1996, 12 e 2005, 13 e 2008, 25 e 2009, 36 e 2010, 51 e 2011 (+41,6%).
- ar god bihan (Alca torda), 14 koublad e 1996, 23 e 2005, 20 e 2008, 21 e 2009, 32 e 2010, ha 31 bloaz war-lerc'h.
Anavezet eo dreist-holl an enezeg evit ar berniad morskouled (Sula bassana) a vez o neizhiañ eno. Ne ra o niver nemet mont war gresk a vloaz da vloaz abaoe m’o deus tapet ar pleg da zont betek eno da ouennañ abaoe 1939. E 2008 e oa 19 206 koublad, 21 393 e 2009, 21 880 bloaz war-lerc'h, ha 22 395 e 2011 (kresk +2,5%).
Spesadoù all:
- ar morvaout kuch (Phalacrocorax aristotelis) 329 koublad e 1996, 356 e 2005, 206 e 2008, 358 koublad e 2009, 373 e 2010, 368 bloaz war-lerc'h.
- ar morvaout bras, 30 koublad e 2008, ha hini ebet e 2009.
- ar gouelan gris (Larus argentatus) (3,700 koublad e 1996, 2,788 e 2003), 1 930 e 2008, 1 406 e 2009 (n'int ket bet kontet e 2010).
- ar gouelan kein du (Larus fuscus) 850 e 1996, 638 e 2003, 820 e 2008, ha digresk adarre e 2009 gant 643 c'houblad (n'int ket bet kontet e 2010).
- ar gouelan bras (Larus marinus) 87 koublad e 1996, 81 e 2005 hag e 2008, 82 e 2009, ha 57 e 2010;
- ar garamell (Fulmarus glacialis) 96 e 1996, 81 e 2005, 76 e 2008, 84 e 2009, 85 e 2010;
- an tort boutin (Puffinus puffinus) 110 e 1996, 148 e 2005, 159 e 2008, 188 e 2009, 157 e 2010;
- ar satanig bihan (Hydrobates pelagicus) 20 e 1996, 44 e 2005, 50 e 2008, 49 e 2009, 58 e 2010;
- ar c'haraveg pavioù du (Rissa tridactyla) 30 e 1996 ha hini ebet ken e 2005 na goude;
- ar skravig boutin (Sterna hirundo), 5 koublad e 2005, 9 e 2008, 16 e 2009, 40 e 2010;
- an eider-dum (Somateria mollissima), 1 c'houblad e 2008, evit ar wech kentañ abaoe 1999 ha gwall beñse an Erika; e 2009 hag e 2010 e oa eno c'hoazh;
- an tadorn roueel (Tadorna tadorna), 3 c'houblad e 2008 ha 2009, 1 hepken e 2010;
- ar vorbig (Hæmatopus ostralegus), 51 c'houblad e 2008, 49 e 2009, 65 e 2010.
Un evn aod a zo nevez-staliet evit neizhiañ e 2010:
- an herlegon bihan: 5 koublad.
Ret eo menegiñ ivez daou evn tremen ral :
- ar varc'hvran veur (Corvus corax), 1 c'houblad e 2007, 2008, 2009, ha 2010;
- ar falc'hun kantreat (Falco peregrinus), distro da neizhiañ e 2008 evit ar wech kentañ abaoe ar bloavezh 1950, hag eno c'hoazh e 2009 ha 2010.
Evel alies war aodoù Breizh e weler ivez ar sidan-aod (Anthus spinoletta petrosus). A-hend-all e c'haller gwelet evned douar o ouennañ, evel ar Golvan tiez (Passer domesticus), ar beufig ruz (Pyrrhula pyrrhula), al lineg ruz (Acanthis cannabina), ar bistrak-aod (Œnanthe œnanthe), hag ivez ar goukoug (Cuculus canorus).
E miz Here 2012 e oa bet gwelet ur gup gell e Riouzig[1].
Taolenn an evned o neizhañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evned (niver a goubladoù) | 1976 | 1996 | 2005 | 2008 | 2009 | 2010 | 2011 | 2012 | 2013 | 2014 | 2015 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Eider dum | - | 0 | 0 | 1 | 1 | 1 | 0 | 0 | 2 | 0 | 1 |
Erev beg hir | - | 8 | 12 | 13 | 25 | 36 | 51 | 42 | 42 | 31 | 49 |
God bihan | - | 14 | 23 | 20 | 21 | 32 | 31 | 35 | 32 | 37 | 44 |
Falc'hun kantreat | - | 0 | 0 | 1 | 1 | 1 | 1 | 1 | 1 | 2 | 3 |
Gouelan bras | 58 | 87 | 81 | 81 | 82 | 57 | 74 | 52 | 52 | 80 | 85 |
Gouelan gris | 2 500 | 3 700 | 2 788 | 1 930 | 1 406 | - | - | - | - | 1 755 | - |
Gouelan kein du | 15-20 | 850 | 638 | 820 | 643 | - | - | - | - | 634 | - |
Herlegon bihan | - | 0 | 0 | 0 | 0 | 5 | 9 | 6 | 20 | 9 | 15 |
Karamell an norzh | 78 | 96 | 81 | 76 | 84 | 85 | 78 | 78 | 94 | 80 | 80 |
Karaveg pavioù du | 38 | 30 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | - | - | - | - |
Marc'hvran veur | - | - | 1 | 1 | 1 | 1 | 1 | 0 | 1 | 1 | 1 |
Morbig-Eurazia | 6-7 | - | - | 51 | 49 | 65 | 50 | 54 | 68 | 83 | 78 |
Morskoul | 4 500 | - | - | 19 206 | 21 393 | 21 880 | 22 395 | 20 321 | 19 443 | 21 545 | - |
Morvaout bras | - | - | - | 30 | 0 | - | - | - | - | - | - |
Morvaout kuch | 90 | 329 | 356 | 206 | 358 | 373 | 368 | 316 | 372 | 240 | 270 |
Nouelig bras | - | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 0 | 1 | 3 | 0 | - |
Poc'hanig | 330 | 242 | 160 | 145 | 150 | 173 | 175 | 175 | 221 | 159 | 162 |
Satanig bihan | - | 20 | 44 | 50 | 49 | 58 | 70 | 77 | 90 | 60[2] | 88 |
Skravig boutin | - | - | 5 | 9 | 16 | 40 | 56 | 22 | 30 | 2 | 1 |
Skrav Dougall | - | - | 0 | 0 | 0 | 0 | 2 | 0 | - | - | - |
Skrav kuchenn | - | - | 0 | 0 | 0 | 0 | 45 | 0 | - | - | - |
Tadorn roueel | - | - | - | 3 | 3 | 1 | 1 | 2 | 5 | 4 | 3 |
Tort boutin | - | 110 | 148 | 159 | 188 | 157 | 175 | 158 | 142 | 214 | 275 |
Loened all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ul lec'h gouennañ eo ivez evit ar reunig gris (Halichœrus grypus), al lec’h nemetañ e Breizh gant enezeg Molenez, war-dro 40 loen (15 vihan bennak ganet e 2009, 19 bloaz war-lerc'h, 14 e 2011, 23 e 2012, 36 e 2013 ha 2014).
An tour-tan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un tour-tan bihan a zo bet savet war Enez ar Breur er bloaz 1834 hag an tan kentañ enaouet d’ar c'hentañ a viz Mae 1835. Uhelaet eo bet e 1854 abalamour ma oa kuzhet an tan eus un tu gant Bonno. Lakaet e oa bet an tour-tan da darzhañ gant ar soudarded alaman pa oant o kuitaat ar vro, d’ar 4 a viz Eost 1944.
E miz Gouhere 1952 ez a en-dro an tour-tan nevez, an hini a weler eno c'hoazh. Tredanekaet e 1957 (diwar nerzh an avel).
Uhelder e c'houloù: 20 m. Tan gwenn, tri sked 15 eilenn. Hed-gouloù: 24 mil-mor.
Ar Jentilez hag awen an arzourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An erc'h war an enezeg, ur varzhoneg gant Maodez Glanndour.
- Ar Jentilez, gant ar strollad Tregeriz, ur bladenn 33T awenet penn-da-benn gant an enezeg (1972).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo ar mirva gant:
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Enez Sa Dragonera |
A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Jentilez, anv ur vag a c'hiz kozh eus Perroz-Gireg.
Levrlennadur brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, gant Jakez Konan, e-barzh Gwalarn, niverenn 138-139 (1941).
- Diwar-benn an anv "Jentilez", gwelet Hor Yezh niv. 276, Kerzu 2013, ha niv. 277, Meurzh 2014.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Lec'hienn an LPO
- ↑ (da vihanañ)
|
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |