Jakez Konan
Jakez Konan | |
---|---|
![]() Jakez Konan nevez deuet en-dro da Vreizh e 1978 | |
Obererezh | romanter, daneveller, troer, barzh |
Ganedigezh | d'ar 6 a viz Kerzu 1910 e Perroz-Gireg, ![]() |
Marv | d'an 11 a viz Eost 2003 e Perroz-Gireg, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Enorioù | Priz Langleiz |
Oberennoù pennañ | |
| |
kemmañ ![]() |
Ur skrivagner brezhonek eo Jakez Konan, ganet e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) d'ar 6 a viz Kerzu 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003 e Perroz ivez. Mab e oa da Ewan Gonan, a zeuas da vezañ maer e Perroz e 1935[1] ha kar-e-yezh, ha da Varguerite Goubault, eus Pariz. Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù diwar e bluenn a zo bet embannet e stumm levrioù.
Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet eo e Perroz-Gireg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) e 1910 ha marvet d'an 11 a viz Eost 2003. Mab e oa da Ewan Gonan , bet maer e Perroz (1935-1944) ha da Varguerite Goubault. Savet e voe e penn-kentañ e vuhez e Perroz, met da bevar bloaz ez eas gant e dud da Sannois e-kichen Pariz, hag e vevas eno betek 1918. E dud a oa marc'hadourien had a bep seurt, hag e dad a oa mestr-skol dre ma vanke kement a skolaerien en abeg d'ar brezel oc'h ober e reuz.
D'an oad a eizh vloaz e c'houlennas digant e dud kas anezhañ da Berroz da di e vamm-gozh, Eno eo e peurzeskas ar yezh. Kaset e voe neuze e pañsion da Skolaj Sant-Jozef e Lannuon. Un eñvor fall e viras eus ar c'houlzad-mañ. Evelkent e reas anaoudegezh gant kalzik a dud kar-o-bro er skolaj-mañ, tud evel Maodez Glanndour, Pêr Bourdellez ha kalz a reoù all a oa krog da vezañ dedennet-mat gant ar yezh hag ar vro.
Tapet live ar vachelouriezh gantañ, ez eas da dremen un hanter bloavezh da Vro-Alamagn e 1928 da zeskiñ alamaneg dre un eskemm etre familhoù. An darvoud-mañ a sikouras anezhañ diwezhatoc'h da dreiñ testennoù diwar ar yezh-se.
Goude-se, deuet en-dro d’ar vro, ez eas da labourat en un ti-bank, ar Bank Peron. Eno eo e reas anaoudegezh gant e wreg, ha dimeziñ a reas gant Anna-Vari Glou eus Perroz-Gireg ivez e 1932. Bet o deus pemp a vugale : Ivona, Erwan, Herve, Annaig (1946-1949) ha Gireg.
Diwezhatoc'h e voe gwerzher tiez hag asurañsoù, kelaouenner, sekretour ti-kêr pe c'hoazh sekretour-kontour en un embregerezh eus ar vro.
Deskiñ a reas seniñ gant ar binioù hag e voe unan eus krouerien kelc’h keltiek Perroz en 1935 asambles gant James Bouillé an tisavour, d'ar c'houlz ma oa gwir gelc'hioù a sevenadur vrezhon anezho. Reiñ a rae kentelioù brezhoneg, aozañ pezhioù-c'hoari brezhonek ha kas en-dro ar strollad dañserien. Kemer a rejont perzh e Diskouezadeg Hollvedel Pariz 1937.
Evel an holl, e treuzvevas ar familh e-pad ar brezel. Labourat a reas en Dépêche hag er gelaouenn Bretagne, kelaouenn renet gant Yann Fouéré e Montroulez evel kelaouenner, ar pezh a voe drastus evitañ goude ar brezel da gavout labour. Goude ar brezel e klaskas labour, met siwazh ne veze kinniget dezhañ ken nemet postoù war verr-dermen. Neuze, e-skeud-se, un toullad bloavezhioù goude ar brezel, dre ma oa un enkadenn ekonomikel ha kalz a zilabour, ouzhpenn ma veze lemet e labour digantañ abalamour d'e vennozhioù breizhat, e kuitaas Breizh gant e familh e 1952.
Bevañ a reas gant e familh e Bro-Gebek, Kanada, eus 1952 betek 1976. Eno e laboure evel implijad kontouriezh. Kenderc'hel a rae da studiañ ar yezh,da lenn kalz ha da skrivañ. Krouiñ a reas Kelc'h Keltiek Montréal, a badas un dek vloaz bennak.
Lazhet e voe e wreg Anna-Vari hag e verc'h Ivona gant ur c'harr-tan, hag int o-div o vale war ar riblenn hent, d'an 3 a viz C'hwevrer 1973. Goude tapout e leve-kozhni da 65 bloaz e tistroas da Vreizh e miz Eost 1976..
Da glozañ, e c'heller lavarout ez eo bet feal d'e soñjoù a-hed d'e vuhez. N'eo ket hepken skrivañ brezhoneg en deus bet graet met bevañ e brezhoneg en deus graet ivez.
Oberenn lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skrivet en deus kalz war meur a dachenn, er c'helaouennoù peurvuiañ, met un nebeud romantoù pe danevelloù a zo bet embannet gant Al Liamm e stumm ul levr (Lannevern e kañv ha danevelloù all) e 1980. Brudet eo Jakez Konan e bed ar brezhoneg dre m’en deus skrivet kalzik a draoù, romantoù, danevelloù, pezhioù-c’hoari... e Gwalarn, Feiz ha Breiz hag Arvor da gentañ ha goude ar brezel en Al Liamm, en Ar Bed Keltiek hag e Barr-Heol. Klasket en deus bepred liammañ yezh ar bobl, – e vrezhoneg zo liv an tregerieg warnañ -, gant ar brezhoneg skrivet ha peurunvan, o prouiñ dre-se nend eus moger ebet etre ar yezh skrivet hag ar peurrest eus ar brezhoneg pa c’hell an eil pinvidikaat egile. Stummet eo e zoare skrivañ gant rikted ha pervezhted ar yezh lennek unvanet ha gant nerzh ha buhez ar yezh pobl, hini Treger, ur rannyezh a anaveze mat-kenañ.
Modern eo ivez spered e skridoù, pa 'z int graet evit an amzer o ren, lod anezhe zo savet evit ar radio, evel e bezhioù-c'hoari da skouer.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Romantoù
- Ur marc'hadour a Vontroulez, Al Liamm. Romant evit ar yaouankizoù hag a dremen en XVIIIvet kantved.
- Kenavo Amerika, Al Liamm. Romant post-atomel na oa ket bet barnet eus ar c'hentañ bepred pa oa deuet er-maez, e gaou evelkent rak plijus eo an dibun anezhañ ha divoas an danvez-se e brezhoneg.
- Muntr ar gourmarc'had, romant-polis, Al Liamm, 1994 ; An Alarc'h embannadurioù, 2015.
- Kontadennoù, danevelloù
- Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm
- Troidigezhioù
- Ali Baba, Al Liamm. Ar gontadenn vrudet tennet eus levr kontadennoù "ar 1001 nozvezh".
- Ar Vilin Du, Mouladurioù Hor Yezh: romant skrivet gant Jurij Brězan. Setu ur romant lec'hiet en un aergelc'h krennamzerel met e gwirionez o kaout da dem pennañ an hollveli, an unveli pe diktatorelezh, pe e vefe komunour pe nazi.
- Pikoù mab e dad, levr Édouard Ollivro, a zo tapet c'hwek ennañ buhez ur skolajiad eus bro Lannuon etre an daou vrezel...
- 5 mojenn eus bro ar Sorabed, troidigezh, embannadur diabarzh Skolioù Diwan. Adembannet eo bet dre ar rouedad internet gant Difetis e 2014.
- Ar marc'h glas, gant Jurij Brězan, troidigezh, diembann.
- Danevelloù
- Lannevern e kañv, Gwalarn niverenn 133, C'hwevrer 1941.
- Ar bazhvalan, Arvor, 17 a viz Gouere 1941
- Sant Erwan e-touez e beorienArvor 20 a viz Gouere 1941.
- Tro-noz va Niz, Arvor, 21 a viz Gwengolo 1941.
- Bez' em boa ur c'hamarad, Arvor 19 a viz Here 1941.
- Bouchig, gavr Elived ar C'hwitorell, Arvor, 19 a viz Gouere 1942.
- Ar maen e lenn Rottne, Selma Lagerlöf & *Jakez Konan, 23/6, Al Liamm
- Ali Baba hag an Daou-ugent Laer, *Jakez Konan, 36/11, Al Liamm
- An den-meur, 43/14, Al Liamm
- An diwezh-sizhun, 64/6, Al Liamm
- Noz ar Pellgent, 65/9, Al Liamm
- An hini kozh, 70/329, Al Liamm
- Ar Bioloñsour, Selma Ottilia Loeiza Lagerlof & *Jakez Konan. 71/442, Al Liamm
- Ar c'hi, 74/175, Al Liamm
- Barr-Heol war Hentoù ar Bed-Nevez, 105/254, Al Liamm
- Noblañs, 107/410, Al Liamm
- Ur beurevezh kaer a viz Ebrel, 143/439, Al Liamm
- Kevrin Lord Pennejen, Stephen B. Leacock & *Jakez Konan, 157/124, Al Liamm
- Penaos gounit ur million a zollarded, Stephen Leacock & *Jakez Konan, 157/131, Al Liamm
- O foetañ hent dre Iwerzhon, Gweltaz ar Bozeg & *Jakez Konan, 203/450, Al Liamm
- Skrij ha nij en noz, 211/123, Al Liamm
- Mendès-Breizh, 218/170, Al Liamm
- Diwallit ouzh al latar, Edwarz Ollivro & *Jakez Konan, 222/20, Al Liamm
- A,B ha C, an elfenn denel er jedoniezh, Stephen Leacock&*Jakez Konan, 230/206, Al Liamm
- N'emañ ket ar C'hudenneg aze ?, 235/88, Al Liamm
- Ar c'hwiled-derv, 242/173, Al Liamm
- Al lorberez, Pelham Granville Wodehouse &*Jakez Konan, 273/288, Al Liamm
- Souvenir from Paris, 275/441, Al Liamm
- Muntr ar gourmarc'had (1/2), 282/11, Al Liamm
- Muntr ar gourmarc'had (2/2), 283/108, Al Liamm
- Ur mennad a bouez, 296/205, Al Liamm
- C'hoariva
- Nebeud a dra, pezh-c'hoari diwar marvailh Ivon Krog, Feiz ha Breiz, Gwengolo 1934.
- Marianna, diembann. C'hoariet eo bet ar pezh-c'hoari-mañ e Perroz.
- Marc'had kuzh, Gwalarn niverenn 161
- Un Taol-Strap, 74/202, Al Liamm
- Barzhonegoù
- Barzh nen on..., 78/3, Al Liamm
- Buhez, 78/4, Al Liamm
- Nevez-amzer, 78/4, Al Liamm
- Evnig, allas !..., 126/5, Al Liamm
- Al Lorelei, Heinrich Heine & *Jakez Konan, 250/245, Al Liamm
- Diskar-amzer, 281/388, Al Liamm
- Breudeur, Heinrich Lersch & *Jakez Konan. 284/200, Al Liamm
- O terriñ kleuz, 335/5, Al Liamm
- Ar vagig, 336/3, Al Liamm
- Marv an eostig, 337/7, Al Liamm
- An hent,337/8, Al Liamm
- Kanenn d'al Levenez, Barzhoneg Freidrich Von Schiller & *Jakez Konan, 338/3, Al Liamm
- Studiadennoù
- Notennoù diwar-benn an tregerieg, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
- Rimadelloù bugale gornbro Berroz, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
- Pedennoù iskis klevet er Sklaerder, Gwalarn 136-137, miz Mezheven 1941.
- Kontouriezh, 66/41, Al Liamm
- Hag anaout a rit-hu ar Gorriganed ?, T5/9, Al Liamm
- Selma Lagerlof, 71/437, Al Liamm
- Loeiz Eunius, 71/458, Al Liamm
- Al lavar reizh, 114/29, Al Liamm
- En em gelenn diwar lenn, 117/270, Al Liamm
- A-dreuz lenn : O foeta bro er C’hanada, 209/422, Al Liamm
- Notennoù Yezh, 246/53, Al Liamm
- Roparz Hemon, rener ar gelaouenn Arvor, Studi Yann Glevareg & *Jakez Konan 251, 365 Al Liamm
- Eus Grundtvig da Roparz Hemon, Studi Yann Glevareg & ¤Jakez Konan 252, 42, Al Liamm
- Geriadur an henvrezhoneg, Studi Jakez Konan 253 140Al Liamm
- A-dreuz lenn : Notennoù Brezel Studi (Ar Yeoded), Jakez Konan 258 60Al Liamm
- Notennoù yezh, 259/143, Al Liamm
- Kistreberzh, Kistrebiarh, Questembert, 265/156, Al Liamm
- Notennoù Yezh, 283/166, Al Liamm
- Sant C'hireg, Hor Yezh niv. 222 (Mezheven 2000)
- Diwar-benn an anvioù-tiegezh, Hor Yezh niv. 223 (Gwengolo 2000)
- Ar bromese fervant, Hor Yezh niv. 225 (Meurzh 2001)
- Pennadoù kelaouennerezh
- Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, Gwalarn, niverenn 138, Eost 1941.
- Traoù dibaot ar bed : Al Lenn-sall Veur, Ar Bed Keltiek, kaset d'an 8 a viz Genver 1965.
- Bremañ
- Kanaouennoù
- Janig Kerlaou, troidigezh diwar ur ganaouenn iwerzhonat-amerikan
- O gwezenn sapr, troidigezh diwar ur ganaouenn alaman
- Lammit ma loutig, ur ganaouenn "western" amerikan evit ar vugale
- Un devezh a viz Mae, troidigezh ur ganaouenn a vro-Devon, Barr-Heol
- Ma zad a oa glas, gwenn ha ruz
- O Marilou, ur ganaouenn nevez giz "country"
- Al Laer, ur ganaouenn nevez evit ar grennarded war un ton an-dro.
- Kanenn d'al levenez, diwar Freidrich Von Schiller, kan Unvaniezh Europa...
- Kanaouennoù Pobl
- Tro ma C'hanton, dastumad kanaouennoù ha danvez pobl eus bro Berroz e Treger, Jakez Konan hag e vibien Erwan, Herve ha Gireg, Dastum Bro-Dreger, 2004. "Bez’ez eo al levr-mañ istor ur familh entanet ha hini mirourien eñvor ur vroig vihan. Brudet eo tud Konan en kanton Perroz abaoe meur a rummad. A-viskoazh int bet troet gant sevenadur ar bobl, yezh ar vro ha dre se gant ar baotred hag ar merc’hed a oa desket war se, setu m’o deus dastumet e skeud-se, treuzkrivet, adskrivet eñvor ar vro e-pad pemzek vloaz ha tri-ugent... . Ur c’hant kanaouenn bennak a zo bet dastumet el levr-mañ, gwerzioù, sonioù, disputoù, kantikoù, dañsoù hag en tu-hont da se kontadennoù, awidelloù, rimadelloù… gwir vemor Aod ar Vein-Ruz." Strollet ha kinniget gant Gireg Konan (Al Levrig)
- Labourioù all
- Ul lizher, 210/84, Al Liamm
- En un DVD savet gant Blaz Produktion hag embannet gant TES e 2008 gant brezhonegerien eus Treger-Goueloù e klever Jakez Konan e-touez ur bern tud all.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ (fr) Listenn maered Perroz