Mont d’an endalc’had

Selma Lagerlöf

Eus Wikipedia
Selma Lagerlöf
Selma Lagerlöf
Obererezh Romantourez
Ganedigezh 20 a viz Du 1858
Mårbacka (Sveden)
Marv 16 a viz Meurzh 1940
Mårbacka (Sveden)
Yezh skrivañ Svedeg ; saozneg
Enorioù Priz Nobel al Lennegezh 1909
Oberennoù pennañ
Nils Holgerssons underbara resa genom Sverige ; Gösta Berlings saga
Traoù ouzhpenn
Embannet e vez priz Selma Lagerlöf adalek 1984

Selma Ottilia Lovisa Lagerlöf (distagadur svedek (LFE): [ˈsɛlma ˈlɑːɡərˌløːv]), Ganet e oa bet d’an 20 a viz Du 1858 e Mårbacka, e kontelezh Värmland (Rouantelezh Sveden ha Norge, er mare-se), ha marvet en hevelep lec’h d’ar 16 a viz Meurzh 1940, a voe ur skrivagnerez svedek troet da sevel lennegezh moliac'h. Ar vaouez kentañ eo bet o tellezañ ar Priz Nobel, er bloavezh 1909. Brudet eo dre ar bed a-bezh, abalamour d’he levr evit ar vugale, Nils Holgerssons underbara resa genom Sverige ("Beaj hollgaer Nils Holgersson a-dreuz Sveden").

Bugaleaj ha krennardiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc’h d’al letanant tirlu, ha denjentil anezhañ, Erik Gustaf Lagerlöf, ha da Louise Wallroth e oa Selma Lagerlöf, pemped krouadur en ur familh a oa c’hwec’h ennañ. Da dri bloaz hanter ez eas da vezañ nammet, pa ne c’helle mui kerzhout diwar ar seizi en he divesker. E-pad un nebeud bloavezioù e rankas chom azezet pe gourvezet, a-raok mont d'ar pare, a-daol trumm e-doug ur morgur e kêrig Strömstad. Kontañ a reas e c’hellas chom en he sav, pa oa o klask gwelout un evn ar baradoz war vourd ur vag erruet d’ar porzh.
Resev a reas he zeskadurezh, gant galleg ha saozneg ivez, en he zi hag e voe plijet gant lenn levrioù e-leizh, broudet gant ar boaz selaou kontadennoù ha marvailhoù moliaj diwar he mamm-gozh hag ar geginerez. Pa oa 7 e lennas Oseola, romant savet gant Thomas Mayne Reid, diwar-benn Indianed Amerika, ar pezh e lakaas soñjal mont da skrivagnerez.
E 1875 ez eas da chom gant he moereb, Ottilia Lagerlöf, houmañ dimezet gant ar pastor Erik Tullius Hammargren, e presbital Karlskoga, er proviñs reterañ.

Mont a reas da Stockholm evit studiañ er "Högre lärarinneseminariet" e-lec’h e veze stummet ar vistri-skol. Goude ar stummadur etre 1882 ha 1885 e voe anvet da vestrez-skol e Landskrona, e Su ar vro, ma labouras eno betek 1895.
Degemeret e voe da gevrenn al lennegezh e Skol-Uhel roueel ar Maouezed, e Stockholm, hag ec’h embannas ne blije ket dezhi ar realouriezh a veze dispaket gant skrivagnerien an amzer, evel August Strindberg.

Ar skrivagnerez anavezet ha brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1891 e lakaas embann Selma Lagerlöf ur romant, tikedennet « saga » (marvailh pe v-mojenn) ganti, met e rankas mont dre ur genstrivadeg lennegel evit sinañ ar gevrad embann. A-drugarez da Frederika Limnell a skoras anezhi e kendalc’has gant ar skrivañ. Gant skoazelloù all eus ar pennoù uhelañ (familh ar Roue Oscar II Sweden en o zouez) e kavas tu ober beajoù e Europa hag er Reter-Nesañ e 1901 ha 1902, ambrouget gant he muiañ-karet, Sophie Elkan. Gweladenniñ a reas Italia, Palestin hag Egipt, war-dro 1900, ha, diouzh e chomadenn e Jeruzalem e tennas ur pikol romant e div levrenn a zegasas brud dezhi e 1902.
Er bloaz-se e vez urzhiet diganti gant ar gouarnamant sevel ul levr a c’hellfe deskiñ douaroniezh Sveden d’ar vugale. Gant ur spered moliac'h e savas un istor boemus, hini ur paotr dezouget gant un alarc'h o plavañ a-us d’ar vro. Plijout a reas kalz al levr d’an deskarded ha da dud goshoc’h war an dro.

Berzh a reas he romantoù, ken e c’hounezas Priz Nobel al Lennegezh e 1909, goude bezañ bet lakaet embann eizh oberenn nemetken.

Skrivagnerez araok Sweden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur vrud etrebroadel a voe degaset dezhi gant ar Priz Nobel ken ez eas da vezañ ur penn sevenadurel anavezet-tre ha roet e voe dezhi an enor da veza~~ezel eus Akademiezh Sweden e 1914. Gant an arc’hant tennet diwar gwerzhioù mat he oberennoù e kavas tro prenañ domani gounezel ma veve he bugaleaj ennañ, lakaet e gwerzh goude marv e dad e 1884. Eno e renas he vuhez lennegel, koulz ha he embregerezh gounezel, pa klaske fardañ produioù laezherezh a galite.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gösta Berlings saga (Marvailh Gösta Berlin), romant, 1891
  • Osynliga länkar (Liammoù diwelus), danevelloù, 1894
  • Antikrists mirakler (Burzhudoù an Antikrist), 1897
  • En herrgårdssägen (1899)
  • Jerusalem, romant e 2 levrenn, 1901/02
  • Herr Arnes penningar'’ (Arc’hant Aotrou Arnes), 1904
  • ‘’Kristuslegender, danevelloù, 1904
  • Nils Holgerssons underbara resa genom Sverige (Beaj hollgaer Nils Holgersson a-dreuz Sveden), 1906/07
  • Liljecronas hem (Ti Liljecrona), 1911
  • Körkarlen (Chalboter ar Marv), 1912
  • Kejsarn av Portugallien (Impalaer ar Portugal), 1914
  • Troll och Människor (Trolloù ha tud), 1915
  • Mårbacka’’, eñvorennoù, 1922
  • Trifezh ar Walenn (romantoù) :
    • Löwensköldska ringen’’, (Gwalenn Löwensköld), 1925
    • Charlotte Löwensköld (1925)
    • Anna Svärd (1928)
  • Julklappsboken (Levr Nedeleg), savet e 1933 hag embannet e 1993

Doareoù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Danevelloù berr a zo bet troet gant Jakez Konan :

  • Ar maen e lenn Rottne, troet gant Jakez Konan. E-barzh Al Liamm, niv. 23, Du-Kerzu 1950, p. 6.
  • Ar Bioloñzour (sic), troet gant Jakez Konan. E-barzh Al Liamm, niv. 71, 1958, p. 442.
  • 1909 Priz Nobel al Lennegezh
  • 1914 Ezel Akademiezh Sveden
  • 1984 Staliet ur priz lennegel evit he enoriñ
  • Lakaet he skeudenn war ur bilhed-bank swedat bloavezhioù zo

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hanna Astrup Larsen, Selma Lagerlöf, Literary Licensing, Whitefish, USA, 2011.
  • Vefa de Bellaing, Ar beder flac'h roet dezho Priz Nobel al Lennegezh’’ (pevare lodenn). E-barzh Al Liamm, niv. 122, Mae-Mezheven 1967.
  • Jakez Konan , Selma Lagerlof, Al Liamm, niv. 71, 1958, p. 437.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]