Pêr Bourdellez
Pêr Bourdellez, ganet d'ar 17 a viz Du 1907 e Belleger (Servel), ha marvet e Gwareg d'ar 24 a viz Gouhere 1989, a oa beleg, kelenner italianeg, skrivagner hag emsaver.
Studiet en deus e Skolaj Sant-Jozef Lannuon.
Kelenner eo bet war an italianeg e Skolaj Sant-Jozef Lannuon ha war ar brezhoneg er skol intron-Varia Gampostal e Rostrenenn. E fin e vuhez e oa aluzener e kouent Gwareg.
Gant Edouard Ollivro, eus Louaneg, ha kelenner istor er skolioù-stad a-raok bezañ politiker, en doa krouet ar GEES, bodadoù-studi an ekonomiezh er skolioù.
Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek.
Adaozadurioù, troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-e brezhoneg
Renket pe adaozet eo bet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan gant Pêr Bourdellez, skeudennet gant Erwan Kervella gantañ an anv a "Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon" hag embannet gant ar gelaouenn Skol, niverenn 36,37, 38, e 1967.
-diwar an italianeg
- Dante Alighieri, An Divina Commedia. Imbourc'h, 1977.
- Danvez-priedoù, gant Alessandro Manzoni, Mouladurioù Hor Yezh, 1986,
-diwar ar saozneg:
- Kêr al loened (lodenn gentañ), gant George Orwell, embannet er gazetenn Al Liamm, niv. 152, Mae-Mezheven 1972.
- Ar c'hleier (The Bells), ur varzhoneg gant Edgar Allan Poe, embannet en dastumad Edgar Poe troet gant Per Denez, Hor Yezh, 1995.