Gwareg (kumun)
Gwareg | ||
---|---|---|
An ti-gar kozh. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Gouarec | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Gwareg (betek 2015) Rostrenenn (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22064 | |
Kod post | 22570 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Yves Le Guyader[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Kreiz-Breizh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz-Breizh | |
Lec'hienn web | https://www.mairie-gouarec.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 952 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 149 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 130 m bihanañ 127 m — brasañ 210 m | |
Gorread | 6,41 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwareg a zo ur gumun eus Bro Gerne hag e kanton Rostrenenn, e departamant Aodoù-an-Arvor, e kreiz Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 113 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,00 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kemeret e voe etre 10 000 ha 12 000 Lur en ti-post, gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 15 a viz Ebrel 1944 ha d’ar 25 a viz Ebrel e voe tapet 6 000 Lur en ti-post adarre ha 100 000 Lur en tailhanterdi hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
- D’an 19 a viz Ebrel 1944 e voe taget an archerdi gant tud eus ar Rezistañs, kemeret teir fistolenn gante ha lazhet un archer, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv daou zen eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[6].
- Mervel a reas nav den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aljeria: mervel a reas ur milour.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez ar stêr Blavezh emañ Gwareg.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En argant e besk en glazur peuliek ; e gab en gul karget gant teir mailhenn en aour. |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Penn kanton e oa betek dekred 2014.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Yves Marie Audrein, eskob katolik touer ha kannad, bet ganet e Gwareg d'ar 14 a viz Here 1741.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1972 : Auguste Loriquer, barzh
- Pêr Bourdellez (1907-1989), d'ar 24 a viz Gouhere 1989, beleg katolik, kelenner, emsaver ha skrivagner.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Gwareg war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Pajenn Gwareg war lec'hienn ar c'hanton
- (fr) Pajenn Gwareg war lec'hienn an etrekumuniezh
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 189, 190 ha 208, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 197 ha 198, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316