Erwan Kervella
Mab henañ Frañsez Kervella hag Ivetig an Dred-Kervella e oa. Ganet eo d'ar 15 a viz Eost 1949 e Landreger. Skolaer Diwan. Ludresour ha fentigeller er gelaouenn Yod-Kerc'h.
Kroget e oa pa oa bihanik c'hoazh da skrivañ istorioù berr ha barzhonegoù. A-viskoazh ez eo bet plijet dezhañ tresañ. Savet en deus bannoù-treset (Kala-Mae bet echuet tresañ gant Tudu).
Bet eo bet meur a wech o pourmen en Iwerzhon hag e Kembre, alies evel blenier Alan Stivell en e droiadoù. E Kembre e reas anaoudegezh gant ur c'haner brudet eno, Meic Stevens a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ.
Bet eo bet unan eus kentañ skolaerien Skolioù Diwan ha bet eo skolaer kentañ Skol Diwan Lannuon etre 1978 ha 1980.
Bet en deus ur verc'h anvet Sterenn.
Ur gwallzarvoud gwetur a vo pennkaoz d'e varv rak mervel a reas un nebeud sizhunvezhioù goude en e 35 bloaz.
Embannet eo bet darn eus e skridoù ur bloaz goude e varv a c'hoarvezas d'an 9 a viz Gouere 1984 pa oa en e bemp bloaz ha tregont ken.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenlabour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenlabouret en deus bet dreist-holl gant Al Liamm, Al Lanv, Yod-Kerc'h, Pobl Vreizh, Skrid, Wanig ha Wenig, Evit ar Brezhoneg.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinet en deus e oberoù gant an anvioù-mañ : SEITEK Yann ; KERVELLA Erwan Pierre Marie ; GERVELLA Erwan ; Baobab al Lanneier ; Beulke ; Charabañ ; Chasgeu ; Erwan ; Gitlob ; KADEN Y.B. ; Kargedoull ; Mesrine & Schleyer Co ; PEBR AN ARVOR Padraig ; Pilpous ; Piltrot ; PINATA Jo ; Tunodo ; Pouloud ; TUPEDU Job ; Yod Kac'her (Ar) ; Ar Yod Kac'her ; Antekrist (An) ; An Antekrist ; AR YOURC'H Tual ; YOURC'H Tual (AR) ; Tad Youd (An) ; An Tad Youd ; Yann-Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann-Bipi (a G/) ; A Gerinkin Yann-Bipi ; KERVELLA Erwan ; Kerinkin Yann-Bipi ; Yann Bipi a Gerinkin ; Kerinkin Yann Bipi ; A Gerinkin Yann Bipi ; Kerinkin Yann Bipi (a G/) ; Gerinkin Yann-Bipi (a) ; AL LANNEIER Baobab ; LANNEIER Baobab (AL) ; An Antechrist ; Antechrist (An) ; Y.B. KADEN ; Lagadlemm ; Lostir ; Padraig Pebr an Arvor ; Pinata ; Wikawek
- Yud, Erwan Kervella, embannet gant Skrid. Mouladurioù Hor Yezh, 1985. - 118 pajenn.
- Kala-Mae, e kenlabour gant Tudual Huon, embannadurioù Al Lanv, 1984.
- Muntr er Vro-Vigoudenn, pezh-c'hoari ar strollad Barzhanoff savet diwar un danevell skrivet gant Erwan Kervella.
Skeudennaouer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Levr : Nouvelle méthode de breton = hent nevez d'ar brezhoneg, embannadur nevez kresket a-drugarez da boelladennoù Mona Mazhe hag Andrev Ar Braz (evit an eil hag an trede embannadur). Frañsez Kervella Kongar ; Erwan Kervella (Skeudennaouer) ; Yann Bouessel-Dubourg (Rakskrid gant) ; Mona Mazhe ; Andrev ar Braz. Embannadurioù Ouest-France, 1984, 06/1993, 02/1997. 185 pajenn.
- Levr : Premier vocabulaire breton, savet gant Beatris Jouin ha skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1995. 31 bajenn.
- Levr : Petite grammaire du breton gant Beatris Jouin. Skeudennet gant Erwan Kervella. Embannadurioù Ouest-France, 1994. 31 bajenn.
- Levr : Ar Pevar Mab a Hemon, Embannadurioù Skol.
Ur varzhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yud (1973)
Skrivañ 'raen va anv
gant lizherennoù ar soubenn
war vord feilhañs un asied dantet
Mirout 'raen gwerzennoù diheson
en ur c'haier-skol glas
breset ha prizius
Pegañ 'raen war mogerioù va c'hambr
skeudennoù divlaz ha koll-o-liv
broioù kevrinus
Tresañ 'raen en traezh
d'ar skreved da c'hoarzhin
enkrezioù disouezhet
Engravañ 'raen er c'hoad tener
gant ur gontell laeret
karantezioù dispi
Livañ 'raen war dremmwelioù louet
ar baradoz arnevez
trelat va dic'hoanag
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on skuizh
Me eo ar bleiz digenvez
hag aet on da greviñ
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [1] Ur ganaouenn savet gant Meic Stevens en eñvor Erwan Kervella ha kanet gant Meinir Gwilym.
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |