Jurij Brězan

Eus Wikipedia

Jurij Brězan (ganet d'an 9 a viz Even 1916 e Räckelwitz (sorabeg : Worklecy); marvet d'an 12 a viz Meurzh 2006 e Kamenz) a zo bet ur skrivagner sorabek eus an 20vet kantved. Skrivet en deus romantoù, danevelloù ha levrioù bugale e sorabeg koulz hag en alamaneg. Bevet en deus e Alamagn ar Reter.

Jurij Brězan, 1967

E vuhez hag e oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Brězan neuze e Räckelwitz e-kichen Kamenz. Mont a reas d'ar skol e Bautzen ha goude neuze e studias an ekonomiezh politikel. Goude 1933 e labouras diaotre evit an Domowina, ur seurt kenvodad kevredigezhioù sorabek, hag e kenlabouras gant ur strollad stourmerien sorabat. E 1937-38, e tilojas da bPraha. Goude distreiñ d'e vro e voe harzet ha lakaet en toull e 1938-39. Eus 1942 da 1944 e oa soudard er Wehrmacht hag e voe tapet gant an Amerikaned ha lakaet da brizoniad brezel.

Etre 1945 ha 1948 e oa gourdoner yaouankizoù en Domowina. E 1946 e teuas da vezañ ezel eus Strollad Unvaniezh Sokialour Alamagn. Goude 1949, e labouras evel skrivagner dieub. E 1946 e teuas da vezañ ezel eus ar PEN-Zentrum Reter ha Kornôg Alaman, e 1965 e voe ezel eus Akademie der Künste. Etre 1969 ha 1989 e voe eil-prezidant Unvaniezh Skrivagnerien Alamagn ar Reter. Bevet en deus tost da lec'h e gavell e Kamenz betek e varv.

Bez Jurij Brězan e Crostwitz

Meur a wech e voe enoret gant Alamagn ar reter Komunour, roet dezhañ Priz Broadel Alamagn ar Reter e 1951, 1964, ha 1976 ; priz lennegezh hag arz Domowina e 1973, Urzh Karl Marx e 1974, hag ar Vaterländischer Verdienstorden e 1981.

Troet eo bet e romant "Ar Vilin Du" e brezhoneg gant Jakez Konan[1]. Ur romant lec'hiet en un aergelc'h grennamzerel met e gwirionez o kaout da dem pennañ an hollveli, an unveli pe diktatorelezh, pe e vefe komunour pe nazi.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mouladurioù Hor Yezh, 2000.