Pierre Cambronne
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Lealded | Kentañ Republik c'hall |
| Anv e yezh-vamm an den | Pierre Cambronne |
| Anv-bihan | Pierre |
| Anv-familh | Cambronne |
| Titl noblañs | baron |
| Deiziad ganedigezh | 26 Kzu 1770 |
| Lec'h ganedigezh | Naoned |
| Deiziad ar marv | 29 Gen 1842 |
| Lec'h ar marv | Naoned |
| Lec'h douaridigezh | Miséricorde cemetery |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Micher | milour, politiker |
| Tachenn labour | Brezelioù Napoleon |
| Karg | Peer of France, Q65521982 |
| Grad milourel | jeneral divizion, jeneral |
| Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon, emgann Waterloo |
| Skour lu | Tirlu gall |
| Diellaouet gant | Servij istorel an Difenn |
| Prizioù resevet | Grand Officer of the Legion of Honour, Names inscribed under the Arc de Triomphe |

Ar beskont Pierre Jacques Étienne Cambronne, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1770 e Naoned hag aet d'an Anaon d'an 29 a viz Genver 1842 er memes kêr, a oa ur jeneral en Impalaeriezh C'hall Kentañ.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dad, Pierre Charles Cambronne (1738-1784), a oa dimezet da Françoise-Adélaïde Druon, merc'h da Charles Druon, kuzulier ar roue, eus Noyon.
An tad-kozh, Louis-Marie Cambronne (1710-), kuzulier ar roue, a oa dimezet gant Marie-Antoinette (Anne) Reneuf.
Orinoù ar familh a zo da glask en Oise, e Cambronne-lès-Ribécourt (Compiègne, Ribécourt), er Grennamzer, penn kanton un domani aotrouniel ramzel.
Soudard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet da vezañ kenwerzhour, kavout a ra gwell enrolañ e miz Gwengolo 1791, e kompagnunezh grenadennerien ar 1añ batailhon emouestlidi naonedat. Ar vatailhon a vez kaset da stourm e Vendée ha goude-se Saint-Domingue. Cambrone a vez dindan urzhioù Dumouriez e Belgia. E-pad an Eil chouanerezh, kemer a ra perzh en emgann Kilberen. Kalonek eo, buan e dizh ar renk a gabiten. Ur wech ar peoc'h e Vendée, bourzhiad eo evit ergerzhadeg Iwerzhon dindan urzhioù Hoche e 1796.
