Mont d’an endalc’had

Beskont

Eus Wikipedia
Kurunenn ur beskont en ardamezioù e Bro-C'hall

Ur beskont, zo un ofiser er Grennamzer a veze roet dezhañ karg un tiriad anvet beskontelezh ha deuet eo da vezañ un titl noblañs dre hêrezh roet da aotrou ur veskontelezh.

E-pad an Impalaeriezh karolingat e vez anvet konted gant ar rouanez da verañ ar proviñsoù ha broioù bihanoc'h, evel gouarnour ha rener eus an arme. Skoazellet e veze ar gonted gant ar veskonted er mererezh, hag alies e resevent kargoù er justis ivez[1]. Diwall a rae ar rouanez na zeufe ket ofisoù ar gonted hag ar veskonted da dremen dre hêrezh, kuit da goll galloud ha da vihanaat ar riskloù emsavadeg[1].

Ur beskont a oa un ofiser eta da gentañ hag a oa dindan urzhioù un dug pe ur c'hont, evit gouarn ur gêr[2] pe ur broviñs vihan, pe d'ober war-dro ar justis[3].

Ur beskont a c'hall bezañ ivez aotrou un dalc'h anvet « beskontelezh ». E broioù zo e teuas an ofisoù beskont da dremen dre hêrezh tamm-ha-tamm. Alies e teuont da vezañ emren diouzh ar galloud kreiz en Xvet kantved evel e Narbonne, Nîmes, Albi) ha dont a reont da vezañ baroned uhel en XIvet kantved (Melun, Bourges, Thouars). Graet e vez gant an titl a veskontez evit ur vaouez.

Er broioù ma komzer flandrezeg e talvez an titl-se da dreiñ an titl burggraaf.

  1. 1,0 ha1,1 (2011) Cengage Advantage Books: World History. California : Wadsworth Publishing Co Inc. 329 p. ISBN 9781111345167. 
  2. Ar beskontelezhioù a oa e kêrioù ma oa ivez beliezhioù ha senechaliezhioù roueel a oa staget oute da-heul ur skrid embann eus miz Ebrel 1749
  3. En Normandi e raed beskonted eus barnerien ar roue betek fin ar Renad kozh.