Isidoro Sevilla

Isidoro Sevilla, hervez Bartolomé Esteban Murillo.
Isidoro Sevilla (Isidorus Hispalensis e latin), bet ganet marteze e Cartagena war-dro 556 ha marvet e Sevilla d'ar 4 a viz Ebrel 636, a oa un eskob spagnol a orin vizigot.
Arc'heskob e voe e-pad tregont vloaz (599–636), hag e 1598 e voe anvet da sant.
E 1722 e voe anvet da zoktor an Iliz gant ar pab Inosant XIII.
Lidet e vez d'ar 4 Ebrel
N'ouzer ket pelec'h e oa ganet met e dud a oa eus Cartagena. Mab e oa da Severiano pe Severino, eus un tiegezh hispanoroman a renk uhel, e vamm, Teodora pe Túrtura, a oa a orin Vizigot ha kar a bell d'ar rouaned.
Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Orinoù, pe Gerdarzhioù
- Displegoù war an Testamant Kozh
- De ortu et ibitu patrum
- Kronik adalek Adam betek 626
Skridoù bet embannet e Paris, 1601; e Roma, 1797-1803
Levroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- M.-N. Bouillet : Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. L. Hachette et Cie. Paris. 1863
- César Chaparro Gómez : Isidoro de Sevilla. De Ortu et Obitu Patrum. E spagnoleg. Belles Lettres. Paris 1985