Bartolomé Esteban Murillo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Murillo zo ivez.
Emboltred, gant Bartolomé Esteban Murillo

Bartolomé Esteban Murillo, ganet en Sevilla, en 1617, ha marvet eno ivez [1] en 1682, zo ul livour spagnol barok, eus ar XVIIvet kantved. Gant Diego Velázquez, Francisco de Zurbarán ha José de Ribera, eo unan eus arzourien veur Kantved Aour Spagn.

En penn skol Sevilla e oa, hag honnezh a oa eil kreizenn arzel Spagn war-lerc'h Madrid en amzer-hont. Biskoazh ne guitaas Andalouzia, ha gwech ebet ne labouras evit lez roue Spagn. Oberennoù relijiel dreist-holl a reas, met kalz brudetoc'h eo hiriv en boltredoù bugale baour ha klaskerien-vara.


War-lerc'h e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Preizhet en voe darn eus en daolennoù gant ar soudarded c'hall pa voe dalc'het kêr Sevilla gante, entre 1810 hag 1812, ha kaset en voe lod aleshont da Mirdi al Louvre, re all a voe serret gant kargidi hag ofiserien, hag ar marichal Soult da gentañ-penn)[2].


Taolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Timbroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Saar en 1952 , enor da Murillo
  1. War a seblant eo dre fazi en vez skrivet a-wechoù en oa marvet e Cádiz.
  2. Pennad: El expolio del mariscal Soult =http://sevilla.abc.es/especiales/murilloyjustinodeneve/el-expolio-del-mariscal-soult.html.