Dafydd Iwan
Dafydd Iwan Jones, ganet d'ar 24 a viz Eost 1943, zo ur c'haner hag ur politikour kembreat. Unan eus kanerien brudetañ Kembre eo, ha kemeret en deus perzh en e yaouankiz er stourm evit ar yezh, ha bet en toull-bac'h.
Prezidant Plaid Cymru, strollad broadel Kembre eo bet etre 2003 ha 2006.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e Brynaman e Sir Gaerfyrddin, ha tremen a reas e yaouankiz e Bala e Sir Feirionnydd a-raok mont da skol-veur Kerdiz da studiañ an disavouriezh. Brud vras zo deuet dezhañ evel aozer kanaouennoù ha kaner kembraek.
- Ar c'haner
Da gentañ ne reas nemet lakaat e kembraeg kanaouennoù amerikan ar ganerien "engouestlet", evel Woody Guthrie, Pete Seeger, ha Bob Dylan.
Pelloc'h e skrivas e ganaouennoù e-unan penn-da-benn, kalz anezho troet war-du ar stourm evit ar yezh, ha lod anezho skrivet en un doare goapaus. An hini brudetañ e chomo Carlo ("Charlie"), skrivet evit kurunidigezh ar priñs Charlez evel Priñs Kembre e 1969. "Carlo" zo un anv a vez roet d'ur c'hi-deñved e Kembre.
Perzh a gemeras er strollad Plaid Cymru hag e Cymdeithas yr Iaith ("Kevredigezh ar Yezh"), ha bet eo bet lakaet en toull-bac'h evit ar yezh e 1970, ur chomadenn hag a zo eñvoret en e ganaouenn Pam fod eira'n wyn? ("Petra zo kaoz ec'h eo gwenn an erc'h ?").
Er bloavezhioù 1970 en deus skrivet diwar-benn Chile Pinochet ha Victor Jara, ar stourm evit Parlamant Kembre, Brezel Viêt Nam pe hini Norzhiwerzhon.
Abaoe en deus kanet Lazhadeg Tiananmen (1989), brezel Koweit (1990), met a-dra-sur eo Yma o Hyd ("Amañ atav") e bennoberenn, bet skrivet e 1981 ha troet d'un eil kan broadel.
E 1982 ha 1983 e labouras Dafydd Iwan gant sonerien Ar Log ; ganto e reas un droiad vras ha pladennoù nevez ; e 1983 e voe embannet o fladenn Yma o Hyd e ti Sain Recordiau Cyf e Caernarfon, a voe savet gantañ ha gant Huw Jones.
War-dro ar bloavezh 2000 eo paouezet da ganañ evel a-raok (nemet ur wech an amzer amañ pe ahont, evit Plaid Cymru), d'ar mare ma oa tizhet ar stourm evit Parlamant Kembre.
- Kargoù
Gant Dafydd Iwan Jones e voe savet Cymdeithas Tai Gwynedd, un embregerezh sevel tier evit tud ar vro, re baour da brenañ tier kozh prenet gant Saozon.
Kuzulier eo evit Plaid Cymru e kontelezh Gwynedd.
Ezel eo eus Gorsedd Barzhed Kembre abaoe Eisteddfod Bangor e 1971.
Etre 2003 ha 2006 eo bet Prezidant Plaid Cymru.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cy) Manon Rhys : Dafydd Iwan, Gwasg Gwynedd, Caernarfon, 1981
- (cy) (en) Llion Iwan : Dafydd Iwan : bywyd mewn lluniau : a life in pictures, Gomer Press, 2005 (ISBN 978-1-84323-488-3)
- (en) E. Wyn James : Painting the World Green: Dafydd Iwan and the Welsh Protest Ballad, e Folk Music Journal, 8:5 (2005), pp. 594-618.
- (en) C. Fowler : Representations of nationalism in the music of Dafydd Iwan, e Folklore and Identity, Celtic Folk Studies Conference, Cardiff University School of Welsh, 22 July 2005.