Brynaman
Brynaman zo ur gêriadenn e gevred Sir Gaerfyrddin, e-kichen ar Mynydd Du. Kreskiñ a reas Brynaman abalamour da labour ar glaou hag an houarn, en XIXvet kantved. Rannet eo ar gêriadenn e div lodenn gant ar stêr Aman : en hanternoz d'ar stêr emañ Brynaman Uchaf, e Sir Gaerfyrddin, hag er c'hreisteiz emañ Brynaman Isaf, e tolead Castell-nedd Port Talbot (e kontelezh Morgannwg gwechall).
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bryan Martin Davies, barzh.
- Dafydd Iwan, kaner ha politikour, ganet e Brynaman e 1943.
- Watcyn Wyn, barzh.