Ffarmers
Neuz
Ffarmers zo ur gêriadenn vihan e Sir Gaerfyrddin, e Kembre. Emañ e hanternoz ar gontelezh, e-kichen Llanbedr Pont Steffan. E kumuniezh Cynwyl Gaeo emañ.
Dont a ra an anv Ffarmers eus hini un davarn a oa eno gwechall, ar "Farmers' Arms", serret pell zo. Emañ Ffarmers war un hent roman kozh anvet Sarn Helen, hag ul lec'h tremen a bouez e oa gwechall evit an dud a yae da werzhañ saout war marc'hadoù Bro-Saoz.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn Ffarmers (cy) (en)