Crug-y-bar

Eus Wikipedia

Crug-y-bar (skrivet ivez Crugybar) zo ur gêriadenn vihan e Kembre, e reter Sir Gaerfyrddin. Emañ hanter-hent etre Llanbedr Pont Steffan, Llanymddyfri ha Llandeilo. Ar stêr Annell a dremen dre ar gêriadenn, a-raok mont da gemberiñ gant ar stêr Cothi er c'hreisteiz da Llansawel.

E kumuniezh Llanwrda emañ Crug-y-var.

Ur skol kentañ derez zo er gêriadenn, anvet Ysgol Gynradd Caio.