Mont d’an endalc’had

Glan-y-fferi

Eus Wikipedia
Glan-y-fferi, en aber an Tywi, gwelet eus Llansteffan.

Glan-y-fferi pe Glanyfferi (Ferryside e saozneg) zo ur gêriadenn eus Kembre e kreisteiz Sir Gaerfyrddin.

Emañ Glan-y-Fferi e kumuniezh Llanismel, war aod aber an Tywi, er su da gêr Caerfyrddin. Emañ Llansteffan en tu all d'an aber, er c'hornôg, ha deuet eo anv ar gêriadenn eus ar bagoù-treizh (fferi) a oa da vont eus an eil tu d'egile d'an aber. Gouzout a reer e voe treizhet an aber-se gant Gerallt Gymro pa reas e veaj en-dro da Gembre e 1188.

Kreskiñ a reas ar gêriadenn en XIXvet kantved dreist-holl, pa erruas an tren eno, al linenn etre Caerfyrddin hag Abertawe. Gwechall e oa pouezus ar c'hokesa war an aod eno. Bremañ c'hoazh e teu tud e-leizh da zastum kokez eno ha war aod Bae Caerfyrddin dre vras, pa vez aotre da gregina.