Bae Caerfyrddin
Neuz
Bae Caerfyrddin zo ur bae eus kreisteiz Kembre war aod ar Mor Hafren.
En em astenn a ra ar bae etre Ynys Bŷr, er c'hornôg, e-kichen Dinbych-y-Pysgod e Sir Benfro, ha Ledenez Gŵyr ( Penrhyn Gŵyr e kembraeg), e Sir Abertawe, er reter. Penrhyn Gŵyr eo a ra an disparti etre Bae Caerfyrddin ha hini Abertawe.
En Bae Caerfyrddin en em daol ar stêrioù Llwchwr, Tywi, Taf ha Gwendraeth.