Efail-wen

Eus Wikipedia

Efail-wen[1], pe Efailwen, zo ur gêriadenn e kornôg Sir Gaerfyrddin, e Kembre. Emañ hanter-hent etre Arberth ha Crymych, e kumuniezh Cilymaenllwyd, ha tost da Sir Benfro.

En Efailwen e krogas Dispac'h Beca, pe Dispac'h Rebecca, un emsavadeg pobl a-enep ar gwirioù a veze ret paeañ da vont war an hentoù gwechall. C'hoarvezout a reas an taol-dispac'h kentañ en Efailwen d'an 13 a viz Mae 1839, pa voe dismantret ar gloued kentañ eno[2]. Kemend-all a c'hoarvezas d'ar 6 a viz Mezheven ha d'ar 17 a viz Gouere, en Efailwen adarre. Er bloavezhioù war-lerc'h en em ledas an dispac'h e kreisteiz ha kreiz Kembre. "Ysgol Beca" eo bet anvet skol kentañ derez Efailwen, e koun an emsavadeg-se.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Adroddiad Enwau Lleoedd Cyngor Sir Gaerfyrddin
  2. Davies, John (2008). The Welsh Academy Encyclopaedia of Wales. Cardiff : University of Wales Press. 730 p. ISBN 978-0-7083-1953-6.