Mont d’an endalc’had

Arberth

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Arberth e 2009

Arberth pe Narberth (Narberth e saozneg) zo ur gêr vihan eus Kembre, e kreisteiz Sir Benfro. Poblet e oa gant 2 489 a dud e 2011 ; ur bempvedenn anezho zo kembraegerien.

Un arsav eo Arberth war an hent-houarn a gas eus Dinbych-y-Pysgod da Benfro.

En Arberth e oa gwechall sez lez ur priñs kembreat, ha dont a reas da vezañ pennlec'h kantrev Arberth. Goude e voe ur c'hreñvlec'h norman, war harzoù al lodenn saoznekaet eus mervent Kembre ("Little England beyond Wales").