Mont d’an endalc’had

Kantrevoù ha kombodoù Kembre

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kombodoù Kembre)

Er Grennamzer e oa rannet Kembre etre peder rouantelezh pe priñselezh vras:

Brasaat pe bihanaat a reas o zachenn alies, a-wechoù e voent rannet etre div briñselezh, evel Powys a voe rannet etre Powys Fadog ha Powys Wenwynwyn. Petra bennak ma'z eas ar rouantelezhioù-se da get war-lerc'h donedigezh an Normaned hag an aloubadenn, eo chomet an anvioù. Tachennoù naturel e oant, koshoc'h marteze eget ar rouantelezhioù kozh zoken.

Kombodoù Kembre er Grennamzer.

Ouzhpennet e voe Penllyn e deroù an XIIIvet kantved ha Kantrev Meirionnydd e 1256. Dont a reas aotrouniezh Dinmael da vout rann eus Wynedd Uwch Conwy un tamm diwezhatoc'h ivez.

E gevred Kembre n'eo ket ken splann an traoù dre ma vank gouiziegezh deomp diwar-benn an harzoù ar priñselezhioù kentañ hag abalamour d'an Normaned a grouas o domanioù diwar-goust douaroù Kembreiz.

Kantrevoù ha kombodoù hervez Llyfr Coch Hergest

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Llyfr Coch Hergest (1375-1425) ez eus ur roll eus kantrevoù ha kombodoù hervez ma oant er XIVvet kantved[1].

  1. J. Gwenogvryn Evans (ed.), The Text of The Bruts from the Red book of Hergest (Oxford, 1890), pp. 407-412

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Wendy Davies, Wales in the Early Middle Ages (Leicester, 1982)
  • Melville Richards, Welsh Administrative and Territorial Units (Caerdydd, 1969)