Is Aeron
Neuz
Is Aeron a oa ur c'hantrev e Rouantelezh Ceredigion, e Kembre, e Grennamzer. Diwezhatoc'h e voe ur rann eus rouantelezh Deheubarth ha bremañ emañ e kontelezh Ceredigion.
En em astenn a rae e kreisteiz rouantelezh Ceredigion, etre kantrev Uwch Aeron en hanternoz d’an Afon Aeron ha kantrev Emlyn ha Cantref Mawr er c'hreisteiz. Er gornaoueg edo Bae Ceredigion (eus Aberteifi er c'hreisteiz betek Aberaeron en hanternoz).
Tri c'hombod a oa en Is Aeron :
- Mabwnion (pe Mebwynion)
- Caerwedros
- Gwynionydd (pe Gwinionydd)
- Is Coed (pe Iscoed)
E-touez lec’hiennoù pouezusañ kantrev Is Aeron e c'haller menegiñ kastell Crug Mawr (Is Coed) ha Bangor Teifi. E-kichen Ystrad Aeron edo manati Llanllŷr, savet gant Rhys ap Gruffudd, priñs Deheubarth, war-dro 1180. Diwezhatoc'h er Grennamzer e oa Aberteifi ar gêr bouezusañ er vro.