Mont d’an endalc’had

Caerwedros

Eus Wikipedia
Diwar-benn kombod Caerwedros eo ar pennad. Ur pennad all zo diwar-benn ar gêriadenn Caerwedros (kêriadenn) .

Caerwedros zo ur c'hombod krennamzerel e kreisteiz Rouantelezh Ceredigion, war aod Bae Ceredigion.

Gant Mebwynion, Gwynionydd hag Is Coed ez ae d'ober kantrev Is Aeron.

En hanternoz e oa kombod Anhuniog, e kantrev Uwch Aeron. Er reter e oa kombod Mebwynion. Er c'hreisteiz e oa kombodoù Gwynionydd hag Is Coed.

E Llwyndafydd marteze e oa kêr-benn gentañ ar c'hombod. Diwezhatoc'h e voe aloubet gant an Normaned ha savet e voe Kastell Caerwedros, e-tal Llwyndafydd, gant ar baron norman Richard de Clare, e 1110.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]