Mont d’an endalc’had

Cemais (kantrev e Dyfed)

Eus Wikipedia
Ur pennad zo diwar-benn Cemaes, kêriadenn e Môn.
Ur pennad all zo diwar-benn Cemais (kantrev e Môn).
Dyfed kozh, ma weler kantrev Cemais hag ar c'hombodoù anezhañ
Sir Benfro, ha kantrev Cemais

Unan eus kantrevoù Rouantelezh Dyfed, e mervent Kembre, er Grennamzer, e oa Cemais (pe Kemes evel ma veze skrivet e grenngembraeg) . Hiriv emañ e Sir Benfro.

En em astenn a rae etre aber ar stêr Teifi hag Abergwaun, ha menezioù Y Preseli, ha dezhañ ur gorread a 359 km2 bennak.

Rannet e oa etre daou gombod gant ar stêr Nyfer : Is Nyfer en henternoz ha Uwch Nyfer er c'hreisteiz[1].

  1. Charles, B. G. (1992) The Placenames of Pembrokeshire. Aberystwyth: National Library of Wales ISBN 0-907158-58-7, p. 25