Cemais (kantrev e Môn)
Neuz
- Ur pennad zo diwar-benn Cemaes, kêriadenn e Môn.
- Ur pennad all zo diwar-benn Cemais (kantrev e Dyfed).
Unan eus tri c'hantrev Ynys Môn, e gwalarn an enez, e Kembre ar Grennamzer, e oa Cemais. E Rouantelezh Gwynedd e oa an enez en he fezh.
Rannet e oa etre daou gombod: Talybolion er c'hornôg, ha Twrcelyn er reter. Stok e oa ouzh kombod Llifon e kantrev Aberffraw er mervent hag ouzh kantrev Rhosyr er c'hreisteiz.
E Cemaes, e kombod Twrcelyn, e oa al lez-varn.