Talybolion
Rann eus | Cemais |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Cemais |
Daveennoù douaroniel | 53°20′37″N 4°30′42″W |
Talybolion, pe Talebolyon, pe Talebolion a-wechoù, a oa unan eus daou gombod gwalarn Ynys Môn, e hanternoz Kembre, er Grennamzer. E kantrev Cemais e oa, e Rouantelezh Gwynedd evel Môn en he fezh d'ar c'houlz-se. Er reter dezhañ e oa Twrcelyn, kombod all ar c'hantrev.
E Talybolion e oa hanternoz Ynys Gybi, ha Caergybi ar pennlec'h. E Môn e oa bevennet er c'hreisteiz gant kombod Llifon, e kantrev Aberffraw, ha gant kombod Twrcelyn er reter. E Maenor Cemais (Porth Wygyr e-kichen Cemaes hiriv marteze) e oa lez ar c'hombod, ha oa war un dro penn-lez ar c'hantrev.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stag eo anv Talybolion ouzh hini Pabo Post Prydain, ur sant eus ar Vvet kantved, a ouenn rouaned Rouantelezh Gwynedd. Un iliz zo bet savet dezhañ e Llanbabo en XIIvet kantved, da vare Owain Gwynedd.
Parrezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Llanbadrig - e Cemais, maenor ar c'hombod
- Llanfechell
- Llanrhwydrys
- Llanfair
- Llanrhuddlad
- Llanbabo
- Llanddeusant
- Llanfaethlu
- Llanfwrog
- Llanfachraeth
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- A. D. Carr, Medieval Anglesey (Llangefni, 1982).