Enez Cybi
Neuz
(Adkaset eus Ynys Gybi)
Enez Cybi (Ynys Gybi e kembraeg, Holy Island e saozneg) a zo un enezenn vihan e gwalarn Kembre (war-dro 464 ha), er c'hornôg da Enez Môn.
55° 32′ Norzh eo he hedred ha 5° 05′ Kornôg he ledred.
Caergybi eo ar gêr-benn.
Etre Enez Cybi hag Enez Môn ez eus ur ganol anvet Afon Crigyll, ha meur a bont zo dreisti da genstagañ an div enezenn.
Hec'h anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra hec'h anv eus hini sant Cybi.
Holy (santel) a vez graet anezhi e saozneg abalamour d'an niver bras a vezioù, a beulvanoù hag a daolioù-maen a zo warni.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 13 659 annezad a oa e 2011.
Menezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Inizi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div enezenn zo stok outi:
- Ynys Arw (Enez C'harv), a zo North Stack e saozneg,
- Ynys Lawd, a zo South Stack e saozneg, un tour-tan warni.
Ekonomiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Porzh Caergybi : ul lestr-treizh zo ac'hano da Zún Laoghaire ha Dulenn, en Iwerzhon.
- Ar Rheilffordd Arfordir Gogledd Cymru zo un hent-houarn a gas da Gaer ha da Londrez.
- Pontrhydybont zo ur pont 120 m e hirder a zo etre Enez Cybi hag an douar bras. Four Miles Bridge eo e anv saoznek, p'emañ war-dro 6,5 km pell diouzh Caergybi dre an hent.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Peulvanoù
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude aet an armeoù roman kuit eus Enez Vreizh e lammas morlaeron Iwerzhon war Enez Môn. Ar roue Cunedda a gemeras penn ar stourm ha Cadwallon Lawhir a voe trec'h warne en Enez Cybi.