Mont d’an endalc’had

Ynys Lawd

Eus Wikipedia
Ynys Lawd

Enez Lawd, pe Ynys Lawd zo un enezenn vihan, e penn kornôkañ Enez Cybi, e gwalarn Kembre. Stag eo ouzh Enez Cybi war-bouez ur pont bihan.

E saozneg eo anvet South Stack, diwar an anv a orin norsek stak, hag a dalvez kement hag "enez". Amsklaer eo orin an anv kembraek avat.

Un tour-tan zo war an enezennig ha desachet e vez touristed gantañ. Savet e voe an tour-tan kentañ war Ynys Lawd e 1809 hag en amzer-hont ne oa pont ebet da vont di. Nevesaet e voe ar gouleier meur a wech en XIXvet hag en XXvet kantved. Abaoe 1984 n'eus mui gward ebet ken en tour-tan ha kontrollet e vez eus ur greizenn a zo diazezet e Caergybi.