Mont d’an endalc’had

Glyndyfrdwy

Eus Wikipedia
Glyndyfrdwy

Glyndyfrdwy zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Sir Ddinbych. Gwechall e oa e Sir Feirionnydd. Emañ hanter-hent etre Corwen ha Llangollen, e-kichen ar stêr Dyfrdwy.

Brudet eo ar gêriadenn abalamour da Owain Glyndŵr, a oa Aotrou Glyndyfrdwy. En e gastell e embannas e oa Priñs Kembre d'ar 16 a viz Gwengolo 1400. Distrujet e voe ar savadur gant soudarded saoz ar priñs Herri, a oa da vezañ ar roue Herri V, e 1403, ha ne chom nemet dismantroù eus e voudenn-gastell hiziv.

E Glyndyfrdwy, e savadur-koun Owain Glyndŵr, e c'haller gwelet meur a dra eus ar mare-hont : ur skouerenn eus ul lizher kaset gantañ da roue Bro-C'hall, Charlez VI, da c'houlenn skoazell digantañ, ur skrid eus 1405 diwar-benn an emglev etre Owain hag ar C'hallaoued, ul lizher da gadarnaat e oa anvet kañseller Owain, Gruffydd Yonge, ha breur-kaer Owain, John Hanmer, da gannadourien e lez roue Bro-C'hall.

Savet e voe parrez Glyndyfrdwy e 1866 ; a-raok e oa ul lodenn eus parrez Corwen. Digoret e voe an ti-gar e Glyndyfrdwy e 1866 ha serret e voe er bloavezhioù 1960, met addigoret e voe e 1992.