Llangwyfan (Sir Ddinbych)
Llangwyfan zo ur gêriadenn e hanternoz Kembre, e Sir Ddinbych. Emañ er reter da gêr Dinbych ha tost d'ar stêr Clwyd. Gouestlet eo an iliz da Sant Cwyfan. Ar meneg kentañ anezhi a voe e 1254 met marteze e oa annezet al lec'h a-raok dija. Ur c'hreñvlec'h zo er reter d'ar gêriadenn, anvet Moel Arthur.
Un ospital a oa eno, etre 1920 ha 1980, anavezet evel "Sanatoriom Hanternoz Kembre". Degemeret e vez ennañ tud klañv gant an droug-skevent. Serret eo bet abaoe.
|