Llandrillo (Sir Ddinbych)
Llandrillo pe Llandrillio-yn-Edeirnion zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e mervent Sir Ddinbych. Emañ e Dyffryn Edeirnion ha gwechall e oa e Sir Feirionnydd. Emañ war lez an Dyfrdwy, hanter-hent etre Corwen hag Y Bala.
Anvet eo diwar sant Trillo a zeuas eus Breizh, a-hervez, gant menec'h all, hag a savas Llandrillo e-kichen kember an Dyfrdwy gant ur wazh-dour anvet Ceidiog.
E Llandrillo, er XVvet kantved, e voe ganet ar barzh Hywel Cilan, unan eus barzhed lez Rouantelezh Powys.
Meurvein eus an Neolitik a gaver tro-war-dro Llandrillo : kambr-vez Branas Uchaf, eus an trede milved kent JK, krommlec'h Tyfos, eus Oadvezh an arem ha krommlec'h Moel Tŷ Uchaf.
E 2011 e oa poblet kumuniezh Llandrillo gant 580 a dud, ha 337 anezho (59,2%) a oa kembraegerien[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.
|