Cwm (Sir Ddinbych)
- Meur a lec'h zo anvet Cwm e Kembre.
Cwm pe Y Cwm zo ur gêriadenn vihan hag ur barrez e Sir Ddinbych, e Kembre. Emañ e kumuniezh Tremeirchion, Cwm a'r Waun.
Emañ e traoñienn Dyffryn Clwyd, en tu reter anezhi, nepell diouzh Diserth, er reter da gêr Rhuddlan. "Saonenn" eo ster an anv cwm, hag evel m'en diskuez an anv, emañ ar gêriadenn en ur saonenn er c'huzh-heol da v-Bryniau Clwyd. Un hent a dremen dre ar saonenn da-gaout Treffynnon.
Gouestlet eo an iliz-parrez da sent Mael ha Sulien. Ur grugell ragistorel zo war un dorgenn er c'hreisteiz d'ar gêriadenn hag ur c'hreñvlec'h bihan war un dorgenn all en hanternoz.
Krediñ a reer e voe ganet ha maget ar barzh Dafydd Ddu o Hiraddug (marv war-dro 1370) er barrez.
E 2011 e oa 378 a dud o chom e Cwm ha 99 anezho a oa kembraegerien (27,5%)[1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|