Rhuddlan
Gant ar ger Rhuddlan e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Rhuddlan (disheñvelout).
Rhuddlan (distaget [ˈr̥ɨðlan] e kembraeg) zo ur gêr hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e Sir Ddinbych. Emañ er su da gêr Y Rhyl, war lez ar stêr Clwyd. Poblet e oa gant 3 709 a dud e 2011.
Anavezet eo kêr Rhuddlan abalamour da gastell Rhuddlan a voe savet gant ar roue saoz Edouarzh Iañ, adalek 1277 betek 1282.
Geun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Morfa Rhuddlan eo anv ar c'heun etre Rhuddlan hag Abergele, ma c'hoarvezas un emgann brudet.
|