Prion (Sir Ddinbych)

Eus Wikipedia
Iliz-parrez Prion.

Prion zo ur gêriadenn eus Kembre, e Sir Ddinbych. E Dyffryn Clwyd emañ, e kumuniezh Llanrhaeadr-yng-Nghinmeirch, er c'hreisteiz da gêr Dinbych.

N'eus bourc'h ebet, nemet un nebeud tiez a-strew war ar maez. Ur skol kentañ derez zo, Ysgol Pantpastynog, ur chapel metodourien hag un iliz-parrez (serreet abaoe 2008).