Carrog
Carrog zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e kreisteiz Sir Ddinbych. Emañ war ribl ar stêr Dyfrdwy, er reter da Gorwen, war an hent a gas da Llangollen.
Betek deroù an XXvet kantved e veze graet Llansantffraid-Glyndyfrdwy eus ar gêriadenn, dre ma oa e parrez Llansantffraid, e traoñienn Dyfrdwy. Deuet eo an anv a zo bremañ pa voe savet un ti-gar, en tu all d'ar stêr, hag a voe anvet diwar anv un ti eno. Ur pont, Pont Carrog, zo da dreuziñ an Dyfrdwy. Er gêriadenn emañ kember an Dyfrdwy hag un adstêr dezhañ, an Afon Morynion pe Morwynion.
En torgennoù a zo er gornaoueg d'ar gêriadenn ez eus ur c'hreñvlec'h kozh a reer Caer Drewyn anezhañ.
Ur skol kentañ derez zo, Ysgol Carrog hec'h anv.
Abaoe 2005 eo gevellet Carrog gant Plouie, e Breizh.
|