Mael (sant)

Mael a oa ur penitiour ha sant brezhon eus ar Vvet kantved e Kembre.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peurvuiañ e kreder eo un anv deuet eus ar ger magalos, kar-tost d'an anv gregach megalos, hag a dalv kement ha bras ha kreñv.
Kavet e vez ar ger mael en anvioù all evel Armael (pe Arzhel, Armel), Konvael, Maelgwn.
Istor pe mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kar e vije bet da sant Padrig. Mont a eure gant Cadfan da Vreizh, ha goude da Gembre en-dro, da abati Ynys Enlli.
Lidet e vez d'an 13 a viz Mae[1].