Efelffre

Kantrev Gwarthaf hag e gombodoù
Efelffre a oa unan eus an eizh kombod a oa e kantrev Gwarthaf, e Rouantelezh Dyfed, ha goude e Deheubarth e Kembre, er Grennamzer. Hiriv emañ an dachenn anezhañ e Sir Benfro.
Arberth e oa kêr-benn ar c'hombod, ha Llanbedr Efelffre e oa an iliz pouezusañ.
Kombodoù amezek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En hanternoz, kombodoù Amgoed ha Peuliniog,
- er c'hreisteiz, kantrev Penfro,
- er gwalarn kantrev Daugleddau
- er reter, Penrhyn, e kantrev Gwarthaf en eeun.
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Arberth, e oa lez Pwyll en danevell Pwyll Pendefig Dyfed, ar gentañ eus Pedair Cainc y Mabinogi.